Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
27 Meurz
sant yan damascen


Seizvet devez warn-ugent a viz Meurz


Sant Yan Damascen
Difennour tôlennou ha skeudennou ar zent (***-754)



Yan, lezhanvet Damascen, eus hano e vro, pe Ghrysorroas (stêr aour) abalamour d’e ouiziegez, a c’hanas en Damas, a dud a relijion gristen hag a renk uhel.

E dad a oa konseilher ar roue. Eur manac’h italian, Kosm, kouezet etre daouarn ar Vuzulmaned, a skolaas anezan, ha dont a reas da dennan kement a dalvoudegez eus-e genteliou ma oe barrek, da varo e dad (730), da gemer e blas.

En amzer-ze, impalaer Konstantinopl, Leon an Isaurian, a lakas freuzan kement tôlen ha terri kement skeuden a oa en ilizou.

Yan, war c’houlenn ar pab Gregor III, a gomzas hag a skrivas eneb an tôliou digristen-ze hag a zifennas an enor dleet da dôlennou ha da skeudennou ar zent.

« Ar skeudennou hag an tôlennou, emezan, a zo d’ar re ne ouzont ket lenn ar pez m’eo al levriou d’ar re a oar lenn ; bezan int, evit ar gweled, ar pez m’eo ar c’homzou evit ar c’hleved. »

Leon, o vezan n’helle ket lakat e zorn war Yan, a glaskas eun doare-all d’e goll ; rei a reas da gredi da roue Damas e oa Yan ouz e werzan dre zindan.

Ar roue a reas raktal troc’han dorn deou e gonseilher ; mes en noz war-lerc’h, an ezel troc’het a oe staget a neve, hag ar vue a rede ennan, dre c’halloud ar Werc’hez.

Ar burzud-ze a ziskoueze skler awalc’h pegen dinam oa eus ar pez a oa tamallet d’ezan, ha chom a c’hellas adarre en lez ar roue.

Mes ne chomas ket pell. Ar c’hoant da ren eur vue studiusoc’h ha siouloc’h a reas d’ezan rei kabestr d’e holl sklavourien, gwerzan e holl vadou hag en em denn en manati Sant-Sabas, ter leo diouz Jeruzalem. Eno e vevas ken izelek hag an disteran eus e vreudeur.

Eur wech hepken ec’h eas eus e vanati da zifenn skeudennou ar zent.