Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/231

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Meurz
231
sant yan damascen

Sevel a reas eleiz a levriou kaer, hag, en o zouez, " Eienen ar ouiziegez " a zo unan dispar.

En eun all, en deus dastumet ar pez a lavare ar gristenien goz diwar-benn an Itron-Varia, savet eus a varo da veo.

Bezan e oe, evit Iliz ar zav-heol, en eizvet kantved, ar pez ma oe sant Thomas evit Iliz ar c’huz-heol, en trizekvet kantved.

Mervel a reas e tro ar bla 754.

————


KENTEL


Skeudennou ar zent


Ar gristenien goz, epad tri gantved kentan an Iliz, n’int ket bet troet da gaout en o ilizou tôlennou ha skeudennou eus a Zoue hag eus ar zent, evel ma ver breman.

Ha n’eo ket souez ; ar re a c’houlenne dont en Iliz, en amzer-ze, a deue pe eus a douez ar judevien, pe eus a douez ar baganed. Hogen, ar judevien ne oa urz ebet gant o lezen d’ober skeudennou eus a Zoue, hag ar baganed a gemere an idolou evit doueou.

Skeudennou en ilizou, en amzer gentan, a vije bet eta eun dra dizoare evit eun darn, hag eun dra danjerus evit eun darn-all eus ar gristenien neve.

Er pevare kantved ne oa ken memes tra : an Iliz, diazezet mat hiviziken, a oa galloudus ; ar skeudennou a deuas, tamm ha tamm, ar c’hiz aneze. Impalaered Konstantinopl a ’n em zavas en o eneb ; eskibien zoken, eleiz, a droas a-du gant an impalaered-ze.

Erfin, konsil Nise (787) a embannas e c’helled enori skeudennou Doue, an êle hag ar zent hag o lakat en ilizou.

An tôlennou hag ar skeudennou n’int ket eun dra red en eun iliz, hag abalamonr da ze, an Otrou Doue n’en deus gourc’hemennet netra diwar o fenn.

Mes eun dra vat int ; lakat a reont, epad ma vezer o pedi, ar spered da vezan muioc’h war evez, hag ar galon da vezan muioc’h birvidik : « Bezan int, evel ma lavar sant Yan Damascen, d’ar re ne ouzont ket lenn, ar pez m’eo ar levriou d’ar re a oar lenn ; bezan int, evit ar gweled, ar pez m’eo ar c’homzou evit ar c’hleved. »