Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
28 Meurz
sant yan kapistran


Eizvet devez warn-ugent a viz Meurz


Sant Yan Kapistran
Eus a Urz sant Fransez (1385-1456)



Ar pempzekvet kantved a oe unan eus ar c’hantvejou tristan a welas hon zud koz. Rouanteleziou an Europ a oa en em zavet an eil eneb eben ; an Iliz, renet gant tud ha ’n em glevent ket, a wele he galloud disprizet, he c’helennadurez dispennet. An Turked, bugale Mahomet, a venne ’n em deuler war broiou ar c’huz-heol : ar broiou kristen a oa o vont da goll.

A drugare Doue, sent ha sentezed a deuas hag a zalvas pep tra : Jann d’Arc a zalvas ar Frans diouz ar Zôzon ; Katell a Sienn a zalvas an Europ diouz an Turked.

Yan a c’hanas en Kapistran, eur gêr vihan eus rouantelez Napl, d’ar 25 a vezeven 1385. Eur gall a oa dre e dad hag eun italian dre e vamm. Epad dek vla, e chomas en Perouz da studian gwiriou an Iliz, ha ken barrek e teuas da vezan warneze, ma oe hanvet, da zeiz vla warn-ugent, gouarner Perouz, gant Ladislas, roue Napl.

Epad ma oa er garg-ze, e savas trouz etre Perouziz ha tud Rimini. E genvroïz a gasas anezan, evel kannad, da skoulman ar peuc’h ; mes gwerzet e oe ha tôlet er prizon.

Epad an amzer a dremenas serret evelse, en em lakas da zonjal ’barz breskadurez enor ha madou ar bed-man, barz ar maro hag ar bed-all. Eun nozvez, sant Fransez Asis ’n em ziskouezas d’ezan hag a c’hourc’hemennas d’ezan mont da vanac’h en e Urz. Nebeut goude, Yan a c’hellas en em denn eus e brizon, a-bouez rei eur yalc’had vat a arc’hant d’e enebourien. Kerkent, ec’h eas da wiskan saë menec’h sant Fransez da Vergam. Sant Bernardin a Sienn a skolaas anezan betek e velegiach.

Dal ma oe beleget, en em lakas da brezeg gant aked dre an Itali a-bez, hag e reas da eleiz a eneou dizrei war hent ar zilvidigez. A-wechou, e teue d’e selaou betek 20.000 ha 40.000 den ; gwelet zo bet, zoken, ouspen 100.000 den endro d’ezan.

Chilaouet e vije evel eun êl diskennet eus an nenv, ha n’eo ket souez, rak da heul e gomzou e teue burzudou dispar.

Ober a reas tro ar Frans, Bro-Zôz, ar Spagn hag an Douar-Santel. Er Palestin, e poanias da zizrei war an hent