Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/235

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Meurz
235
sant eustas

goude bezan bet sekretour ar roue Thierry, a oa en em dennet en manati Luxeuil. Eun de, e c’houlennas ouz Eustas ôtre da vont da brezek an Aviel er broiou dife. An abad santel, o c’houzout ne oa ket barrek awalc’h d’ober al labour-ze, a c’hoantaas e zizrei, mes Agrestius a oa ken pennek ma oe red e lezel da vont da heul e zorc’hen.

Eur pennad goude e tizroe, hag elec’h bezan grêt vad endro d’ezan, en devoa digoret e spered da eleiz a c’hevier a c’hoantaas silan etouez ar venec’h, e vreudeur.

An abad a reas d’ezan rei peuc’h.

Neuze, ar fals-manac’h a ’n em lakas da zrouk-prezek diwar-benn lezennou sant Kolomban. Ar guden a deuas da luian kement, ma oe red bodan eur c’honsil, en Makon, d’he diluian.

Eno, Eustas a zispennas, an eil goude egile, holl lavariou Agrestius, hag e c’halvas anezan da vont, a-benn eur bla, dirak lez-varn an Otrou Doue, da respont eus an dismegans en devoa klasket teuler war sant Kolomban.

Abarz eur bla, Agrestius hag e vignoned a oa êt holl dirak o barner.

Eustas, war e gozni, a roas an dilez eus e garg, evit gallout lakat e holl amzer gant ar bed-all.

Goude eur c’hlenved hirr ha tenn, e roas e ene da Zoue, d’an 29 a viz meurz 625. Darn eus e relegou a virer c’hoaz en Flavigny.

————


KENTEL


An drouk-prezegerez


An neb a lemfe an drouk-prezegerez eus ar bed, eme sant Fransez a Zal [1], a lemfe mammen an darn vrasan eus ar pec’hejou.

An neb a lem, hep dlgare, e vrud vat digant an nesan, ouspen ma tle kovez c bec’hed, a dle dic’haouan, rak den n’hell mont d’ar baradoz gant madou laeret, hag etouez madou an nesan, ar vrud vat da gentan.

An neb a zrouk-prezek hag an neb a selaou drouk-prezek, eme sant Bernard, eman an diaoul enne o-daou ; en unan, eman en e deod, en egile, eman en e skouarn.

Sant Augustin, an doktor bras, en devoa en e di eur skritell, a wel d’an holl, e oa warni ar c’homzou-man :

Mar teuez aman, drouk-prezeger,
Prenn mat da veg, pe kerz d’ar gêr !

Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran eta da chom hep drouk-prezek eus ho nesan en doare ebet ; na damallet ket d’ezan pec’hejou ha n’en deus ket grêt ; na zizoloet ket ar re an eus grêt hag a zo kuzet ; na gresket ket ar re a zo anavezet.

Na lavaret ket : « Hen-ha-hen a zo eur mevier, » war digare

  1. Ar Vue devot, XXIXet pennad.