Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/237

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 Meurz
237
an den eurus amede

E c’her oa e tleer serviji Doue da gentan, ha lakat ar relijion da vleunian en pep lec’h.

Ne oa ket evit gouzanv nag al leou-douet nag ar c’homzou goloet ; hag an hini a vije en e zervij hag en dije lavaret eur ger fall bennak evelse, goude ma vije holl brinsed an douar oc’h ober evitan, n’en devoa mui eun heur da chom en e di.

E garante evit ar beorien a oa ive dreist-muzul : « Ma ne garfen ket ar beorien, e lavare a-wechou, e kredan ne garfen ket an Otrou Doue. »

Dre gement lec’h mac’h ee, e c’houlenne kelou eus ar beorien, eus an dud klanv, eus an intanvezed hag eus an emzivaded, hag e rê kement a oa en e c’halloud evit o harpan en o ezommou.

Diou wech bemde e roë an aluzen d’eur bern a ’n em gave en kichen dor e balez.

Rei a rê ive gant largente d’an ilizou ; lakat a reas dresan meur a hini ; paean a reas dle meur a hini-all ; rei a reas dilhad-oferennan, eus ar re gaeran, da iliz Sant-Euseb, en Verseil.

Mont a reas da bardonan da Rom, war beziou an ebestel Per ha Pol ; en kement iliz mac’h eas enni, e roas eur prof bennak.

Da seiz vla ha tregont, e kouezas gwall-glanv. Anaout a reas e oa war e dremenvan, hag e reas gervel ôtrone vrasan e lez : « Gourc’hemenn a ran d’ac’h ar beorien, roët d’eze gant largente, hag an Otrou Doue ho pinnigo. Barnet ive gant lealded, heb ober gwelloc’h da heman pe da hen-hont ; laket ar relijion da vleunian ha Doue da vezan karet. »

Mervel a reas o pokat da groaz Hon Zalver, d’an 31 a viz meurz 1472, da genver al Lun-Fask.

Eleiz a vurzudou en em gavet war e ve a ziskouezas d’an dud ar c’halloud an evoa dirak Doue. Innosant XI a hanvas anezan eürus.

————


KENTEL


An Aluzen


N’eo ket awalc’h ober aluzen ; red eo bezan goest d’ober, gouzout ober, ha da biou ober.

Arôk rei, red eo bezan dic’hle ; an neb a laer e nesan a dalv nebeut a dra, dirak Doue, ar pez a lak en daouarn ar beorien.

Red eo gouzout rei ; an doare da rei a dalv muioc’h eget ar pez a roër.

Red eo gouzout da biou rei. Hon Zalver Jezuz-Krist a lavar e tle