Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/238

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
30 Meurz
an den eurus amede

an dorn kle ankouât ar pez a ro an dorn deo. Gwir eo ; mes ma tle an hini a ra eur vad d’eun all hen ankouât, gant aon na deufe da dennan lorc’h eus e vadoberou, ne dle ket rei, hep gwelet da biou e ro, na petra ro, gant aon d’ober muioc’h a zroug evit a vad.

Rei labour d’ar paour barrek da labourât a zo gouzout ober aluzen ; rei douar, loened, arc’hant, en prest, da dudigou kez en eun tiegez, d’o zikour d’en em zevel, a zo gouzout ober aluzen.

Rei da baean skol gristen d’eur c’hrouadur ezommek a zo gouzout ober aluzen ; rei da baean skol d’eun den yaouank da zeski e vicher a zo gouzout ober aluzen ; rei argourou da dud yaouank evit ma c’hellfont dimezi a zo gouzout ober aluzen. Rei da fals-peorien a deu da doull ho tor, a ouzoc’h ervat n’o deus ezom ebet da astenn an dorn a zo ober gaou ouz ar gwir beorien ; rei da beorien, hag a anavezet evit bezan lonkerien touet, ouspen ar pez a zo red evit o bevanz hag o gwiskamant, a zo rei tro da wall-zispign madou an Otrou Doue : n’eus urz ebet d’ober an dra-ze.




Kentan devez ha tregont a viz Meurz


AN DEN EÜRUS NIKOLAS DE FLÜE
(1417-1487)
PATRON AR SUIS



Er Suis, en bro ar meneziou gwenn-kann, e c’hanas Nikolas de Flüe, er bla 1417.

En e vugaleach, e kare ar sioulder hag ar beden.

Evit senti ouz e gerent, e timezas d’eur verc’h yaouank a zoujanz Doue, a roas d’ezan dek krouadur, pemp pôtr ha pemp plac’h. Ar mab henan a yeas da veleg hag a deuas da vezan person Saxseln, ar barouz ma oa enni e dud o chom.

E genvroïz a gemeras Nikolas da varner ha da gonseilher, hag epad naontek vla e chomas er c’hargou-ze, ar pez ne reas ket d’ezan ankouat e zeveriou en kenver Doue.

Unan eus ar pedennou a lavare alïes hag a zo brudet bepred er Suis, eo houman :

« Ma Otrou ha ma Doue, lemet diouzin kement a vir ouzin da vont etrezek ennoc’h.

» Ma Otrou ha ma Doue, roët d’in kement tra a denno ac’hanon etrezek ennoc’h.