reman zo 2000 bla, ar vro gaer ma vevomp enni a oa hanvet Bro-Arvor. C’houec’h vla ha hanter-kant arôk donedigez Hon Zalver, Jul Sezar a drec’has an Arvoriz hag a lakas o bro dindan galloud ar Romaned. Pemp kant vla goude, poblou goue an hanter-noz, an Alaniz hag ar Zôzon, a zailhas war broiou ar c’huz-heol ; gouen an Arvoriz a oe flastret hag an Arvor dêvet. (460).
P’en em dôlas ar Zôzon da ober eus Breiz-Veur ar pez o devoa grêt eus Bro-Arvor, e oent diarbennet epad daou-c’hant vla. Mes dre ma kreske o niver, kaer a oa stourm oute, ar Vretoned, a-leiz, a lavaras kenavo da zouar kunv o c’havel hag a deuas da zouaran war ôchou an Arvor.
Ouz o sturian e veze menec’h hag eskibien,
O devoa kent o bleinet [1] ouz an enebourien
Kentan tra a rejont, pa dôljont o zreid war ar c’horn-douar-man, e oe e vadezi. E hanvan a rejont Breiz, hano ar vro goz. N’o devoa digaset gante nag aour, nag ar-
- ↑ Da lavaret eo, o renet.