Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Ebrel
251
sant koneri

kaer, unan eus eskibien koz Landreger, an O. Gwilherm a Halegoet, devot meurbed da zant Koneri, hag a roas leveou evit oferennou da lavaret enni bemde. Ar chapel he devoe, betek ar Revolusion, eun tenzor talvoudus bras a listri zakr hag a bep seurt treo presius. Laeret e oent neuze ha gwentet d’ar pevar avel. Relegou ar zant, e benn ha daou askorn brec’h ha gar, a oe klenket ’c’han d’ar peuc’h, hag a zo miret betek hen, kouls hag an devosion a dougas a-viskoaz Tregeriz d’o enori.

Sant Koneri an eus daou bardon ar bla, unan da Veurz-Pask, ar pardon bihan, egile, ar pevare zul a viz gouere, galvet ar pardon bras.

An de-ze, niver a belerined a dired da Blouvouskan, darn evit o loened, darn-all evit goulenn ar yec’hed. « Dour sant Koneri », binniget gant ar veleien, hag ive an douar a ziwar-dro e chapel a zo brudet evit parean an derzien.

Karante Tregeriz en kenver o zant a ’n em ziskouez c’hoaz en lies a stumm : en peb ezom en em droont trezek d’ezan, labourerien ha martoloded, ha plijout a ra d’eze rei e hano d’o bugale evit ma voint diwallet gantan a bep droug, ha, dreist-oll, a goll ar fe :

N’houllomp het e kollfent ar fe,
Well eo d’e mervel, sant binniget !
Diwallet ’ta, en han’ Doue,
Ar vugale a zo d’ac’h gwestlet.

En tu-hont da Blouvouskan, parouziou Lanvellek ha Plougras o deus ive peb a chapel gwestlet da zant Koneri. Parouz Sant-Konnek he deus e gemeret da batron.

————


KENTEL


Ar Skritur-Zakr


Ar Skritur-Zakr eo an daouzek levrig ha tri-ugent savet gant ar brofeted, ar skrivagnerien santel, an Ebestel hag an Avielerien, dindan lagad ar Spered-Santel, dastumet holl en unan hag anavezet gant an Iliz evit bezan skridou Doue.

Ar Skritur-Zakr a zo bet laket 1600 vla bennak d’hen ober ; ouspen daou-ugent den a zo bet o labourat warnezi, ha koulskoude, he fennadou a ya ken brao an eil diouz egile hag izili eur memes korf, dre m’oa kelennet hec’h oberourien gant ar Spered-Santel ha ma ne oa hano gante, en o skridou, nemet eus a Jezuz-Krist, ar Zalver da zont, pe eus a Jezuz-Krist, ar Zalver neve deut.

Ar Skritur-Zakr a zo rannet en diou loden : an Testamant koz hag an Testamant neve.

An Testamant koz eo al loden a zo enni ar skridou savet adalek Moyzez betek donedigez Hon Zalver. An Testamant neve eo al lo-