den a zo enni ar skridou savet adalek donedigez Hon Zalver betek an abostol sant Yan.
Ar Skritur-Zakr n’hell bezan enni na gaou na fazi, p’eo gwir Doue eo an eus renet dorn ar skrivagnerien. N’eo ket red d’an holl gristenien lenn ar Skritur-Zakr, p’eo gwir o deus an Iliz evit o c’helenn ; koulskoude, eo talvoudus bras hen ober. N’heller lenn ar Skritur-Zakr nemet el levriou ôtreet gant an Iliz, karget, ha hi hepken, gant Doue, da viret e gomzou a-dreuz ar c’hantvejou.
An neb a vefe kinniget d’ezan ar Skritur-Zakr moullet gant ar brotestanted, arabad eo d’ezan he c’hemer, gant aon na rafe al levr-ze gaou ouz e fe. Mar ’n eus e gemeret dre zievezted, e tle e deuler en tan pe rei anezan d’e berson, ar c’hentan ’r gwellan.
sidor a oa ginidik eus an Andalouzi hag a oa ar yaouankan eus a bemp. E c’hoar henan a zimezas da Leovijild, roue ar Wisigothed ; Leandr ha Fuljanz, e zaou vreur, a varvas eskibien ha sent ; Florentine, an eil eus e c’hoarezed, a ’n em reas leanez hag a oe brudet abalamour d’ar gwerziou santel a zavas.
Mes hen a roas muioc’h a lufr c’hoaz d’e hano evit ne roas e vreudeur hag e c’hoarezed d’o re. Kemeret e oe abred gant eskob Sevill, e vreur kosan, da zevel ha da skola. Eur spered boc’h en devoa ; poan a oa o lakat eun dra ’n e benn. Eun devez, fallgalonet o welet ne zeske netra, hag aon d’ezan da vezan skoet, e tec’has eus ar skol hag e redas ar mêziou evel eun den dianket ma oa.
En e skuizder, ec’h azezas e-tal eur puns hag e selle ouz arroudennou kleuzet gant an amzer er men-barlen. A greiz ma oa o klask gouzout piou en devoa grêt ar roudennou-ze, eur wreg a deuas da gerc’hat dour hag a lavaras d’ezan e teue ar beradou dour, o kouezan heb ehan er memes lec’h, a benn da gleuzan ar vein ar c’haletan.
Ar respont-se a chomas pell war spered ar c’hrouadur : « Ma c’hell eur berad dour, emezan, toullan eur men gant