Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Ebrel
259
sant selestin

Loup, eskob Troyes, daved Bretoned Breiz-Veur, evit dispenn ar c’henteliou gaouiad savet gant Morvan.

Goude bezan skoët war heretiked ar c’huz-heol, Selestin a oa mall gantan trei warzu re ar sav-heol. En Konstantinopl, Nestorius, eus ar gador-brezeg, en devoa stlapet e valloz war gement hini a lavarfe e oa Mari Mamm da Zoue. Ar bobl a estlamme. A drugare Doue, sant Siril Alexandri, dal ma klevas an neventi, a zavas uhel e vouez, hag ar pab Selestin a reas d’an holl eskibien en em vodan en Ephes (431), hag eno, dirak ar bed holl, e oe embannet ar pez a greded betek neuze, da lavaret eo, ne oa en Jezuz-Krist nemet eur personach, personach Mab Doue, ha diou natur : natur Doue ha natur an den. Evelse ’ta, an Itron-Varia, Mamm da Jezuz-Krist, a oa en gwirione Mamm da Zoue, en eun hevelep doare gant an holl nammou. Hon mammou, daoust ma n’o deus ket krouet ennomp hon ene, mes hon c’horf hepken, a zo galvet konlskoude mamm an den pen-da-ben, korf hag ene ; rak ma n’eo an den den, nemet pa ve e gorf unanet gant e ene, Jezuz-Krist n’eo, en gwirione, Jezuz-Krist kennebeut, nemet pa ve unanet ennan Doue hag an den.

An embann-ze a lakas eul levenez dispar dre ar bed kristen ; neuze eo e oe staget, ouz komzou an êl Gabriel ha re santez Elisabeth, ar geriou-man : « Santez Mari,