Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/261

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Ebrel
261
ar verc'h eurus juliana


Seizvet devez a viz Ebrel


Ar Verc’h eürus Juliana
Leanez (1192-1258)
Diazezourez Goueliou ar Zakramant



Klevet an oferen ha tostât ouz an dôl zantel, setu ar pez a c’houlenn, dreist-oll, Hon Zalver Jezuz-Krist digant ar gristenien, hag epad meur a gant vla, an Iliz ne gemeras doare-all ebet da enori Sakramant an Oter, meulet ra vezo.

En trizekvet kantved, Doue, o welet e yenae kalonou an dud en e genver, a roas da anaout d’eul leanez eus hospital Mene-Kornilhon, e-tal Liej, an ezom a oa da zevel eur gouel en enor d’ar Zakramant. Juliana oa hano al leanez-ze ; ganet er bla 1192, en em gave en penn manati Mene-Kornilhon, er bla 1230.

A-viskoaz oa bet devot da Jezuz-Krist en Zakramant an Oter ; adalek he c’houezek vla, bep gwech m’en em dôle da bedi, e krede gwelet al loar en he c’hann, gant eur c’hoch enni.

Roët e oe da anaout d’ezi e verke al loar-ze an Iliz ; ar c’hoch a oa enni a verke e vanke, etouez holl goueliou an Iliz, unan en enor d’ar Zakramant, ouspen hini ar Yaou-Gamblid a goll e liou etouez tristidigez ar zun zantel.

Eskob Liej, an ôtrou Robert de Torote, goude bezan laket seiz den gouiziek, en o fenn Jakez Pantaleon, au hini a dlee bezan divezatoc’h ar pab Urban IV, da studian mennoz ha lavariou al leanez santel, ha bezan klevet o ali, a c’hourc’hemennas, er bla 1246, ma vije grêt en e eskopti Gouel Korf-Krist, d’ar yaou war-lerc’h sul an Dreinded. Ar c’hentan gouel en enor d’ar Zakramant a oe grêt eta en Liej, er bla war-lerc’h (1247).

Meur a hini a gavas da lavaret war an neventi-ze ; Juliana, kemeret gant eleiz evit eun hunvreerez, a oe ken gwall-gaset ma renkas kemer an tec’h. Mervel a reas, d’ar 5 a viz ebrel 1258, he daoulagad o paran war ar Zakramant, meulet ra vezo.

Unan eus he mignonezed, eus Liej evelti, he hano Eva, eo a beurachuas he labour. Pa bignas Urban IV war Gador sant Per, e c’houlennas outan ober, dre an Iliz a-bez, gouel ar Zakramant. Ar pab a gemere e amzer. Eur mirakl