a eskopti d’eze, ’n eur grennan diwar ar re-all tro-war-dro. Evelse e oe krouet seiz eskopti Breiz, ha Breiz distaget a-grenn diouz Bro-C’hall, evit treo ar relijion kouls hag evit an treo-all.
Nebeut goude, (848), holl bennou-bras ar vro a ’n em vodas en Dol, hag eno, dirak e bobl, Nominoë a oe kurunet roue war Vreiz a-bez. An de-ze, hep mar ebet, kalon Konvoion a dridas gant al levenez, rak den, muioc’h evitan, n’en devoa roët dorn da Nominoë da zigabestran ar vro.
Nominoë a varvas tri bla goude-ze. War e varo, e c’houlennas bezan sebeliet en Redon (851).
Konvoion a veskas e relegou gant e re, ugent vla bennak goude. Ar maro n’hallas ket lakat disparti etreze, ken unanet ’vel m’oant bet en o bue.
Kerkent, ha ma tigor hon daoulagad da sklerijen ar bed-man, e welomp, a bep tu d’imp, treo hag a garomp. An treo-ze eo ar Vro.
Ar Vro eo an tiig-ze ’ch omp ganet ennan ; an tad, ar vamm, ar vignoned hon deus kavet endro d’hon c’havel. Ar Vro eo al lec’hiou dudius-ze o deus gwelet c’hoariou hon bugaleach. Ar Vro eo ar yez-ze hon deus desket war varlen hon mamm. Ar vro eo an iliz a blij d’imp mont da bedi ha da zaoulinan enni ; ar véred a guz, en he douar santel, relegou ar re a garemp ; an douarou dru glebiet gant c’houezen ar re goz. Ar Vro eo ar madou a bep seurt, madou korf, madou spered, madou ene, madou diniver dastumet a nebeudou ha tamm dre damm, ha deut d’imp a rumm da rumm. Ar Vro eo kement-se.
Mervel o tifenn gwiriou Doue, evel ar verzerien, eo kaeran maro a oufed da c’hortoz. Mervel o tifenn gwiriou ar Vro eo kaeran hini a zo goude. Bezan galvet da vont da zoudard, evit ma kresko, dre ar peuc’h, madou ar Vro, en zell eus ar re a deuio war hon lerc’h, a zo eun enor ; n’eus nemet an enor da vezan galvet da vont da veleg hag a vefe brasoc’h evitan. Karomp hon Bro-Vreiz a zo ôzet ken kaer evidomp gant Doue hag hon zent koz.