Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/272

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
11 Ebrel
sant leon ar bras

Diouz skouer o Mestr, ar gristenien a labouras, ha sant Pol a c’helle dija lavaret : « An neb ne labour ket ne dle ket dibri. »

Ar boblou pagan ha barbar gonezet d’ar fe, an Iliz o zroas war al labour, kenkouls war labour ar spered evel war labour ar c’horf, hag en eur lakat he bugale da gemer ar pleg-ze, eo he deus laket aneze da vezan ar re binvidikan a zo war an douar.

Pa laker, en amzer-man, ar boblou kristen kenver-ouz-kenver gant ar boblou digristen, eo souezus gwelet pegeit a zo etreze : ar beorien, en Breiz-Izel, a zo bevet ha gwisket gwelloc’h evit rouaned broiou digristen a zo.

Jezuz-Krist eo an hent, hent eürusted ar bed-man kouls ha hent eürusted ar bed-all. Laket en deus etre daouarn an Iliz an holl boblou : omnes gentes ; an holl gwirioneziou : quœcumque mandant vobis ; an holl amzeriou : omnibus diebus ; an holl galloudou : omnis potestas. Sentomp eta outi ; pignomp en bag Per, hag ec’h omp sur da vont war rôk ha da vezan da gentan evit treo ar bed-all, ha da gentan evit treo ar bed-man, war ar marc’had.




Daouzekvet devez a viz Ebrel


SANTEZ IDA
1040 - 1113



Ida, evit ober diouz he zud, a zimezas, d’an oad a seitek vla, da Eustach II, kont Boulogn. Gwad Charlemagn, an impalaer bras, a rede en he gwazied hag en re he fried.

Bezan he devoe tri mab, a reas hec’h enor ; an hini henan, Eustach III, kont Boulogn war-lerc’h e dad ; an eil, Godefroy de Bouilhon, brudet e hano gant brezeliou ar Groaz, hag a varvas roue en Jeruzalem ; an trede, Baudouin, a bignas war drôn Jeruzalem, da varo e vreur. Unan eus he merc’hed a zimezas da impalaer an Alamagn, Herri IV.

Ida a vagas hec’h-unan kement krouadur a roas Doue d’ezi, evit ma c’hellje evelse silan enne, gant he lêz, he c’hasoni evit an droug hag he c’harante evit ar vad.

Kemer a rê poan d’o zevel en doujanz Doue ha d’o c’helenn herve ar renk a dleent derc’hel er bed. Hegarat oa en kenver an holl ; ar beorien, en he lez, a ’n em gave evel er gêr, ha n’esperne nag hec’h amzer nag he madou evit o zennan eus an dienez.