Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/274

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274
13 Ebrel
santez lidwina


Trizekvet devez a viz Ebrel


SANTEZ LIDWINA
Gwerc’hez
Skouer ha patronez ar glanvourien (1380-1433)



Lidwina a deuas war an douar en Schiedam, er Holland, da Zul-Bleuniou 1380. Ar c’hlenved a grogas enni abred hag he lakas da ouelan meur a wech, ha hi c’hoaz en he c’havel. Mes parean a reas hag e kreske en ment hag en furnez en ti he zad hag he mamm, daou baourkez den, kristenien vat, gwellan ’ oa, hag a c’honeze o bara ouz c’houezen o zâl.

Lidwinaïk a oa he flijadur mont d’an iliz da bedi. Pa chome re bell, he mamm he gourdrouze a-wechou. « N’eo ket mat d’ac’h gourdrouz ac’hanon, ma mamm, a lavare ar verc’h vihan, me zo bet o saludi ar Werc’hez a zo ken drant hag he deus mousc’hoarzet ouzin ken koant. »

Adalek neuze, ar vamm ne c’hourdrouzas ken he merc’h. Lidwina, arru bras, a oa eur plac’h a zoare ha barrek diouz labour an ti. Eun devez goanv, (e oa neuze en he fempzek vla,) ec’h eas gant ar re yaouank-all eus he oad da ruzikat war ar skorn. Unan eus he mignonezed a ’n em gavas da stokan outi ha da deurel anezi war he fenn d’an traou. En he lamm, unan eus he c’hostou a oe torret. Ar c’hoari a baouezas raktal, hag he c’hamaradezed a zougas anezi d’ar gêr. Astennet e oe war he gwele. Netra n’hellas he farean.

Godefroy Souderdanch, unan eus gwellan medisined an Holland, a gave souezus he c’hlenved : « Ar c’hlenved-ze, emezan d’e vignoned, a zo dreist hon gouiziegez. Mestr an natur, o tigas anezan, en deus e zonj. Me garje e vije bet ar glanvourez-ze ma merc’h ! »

Lidwina gez a oa gwasket en eun doare skrijus. Eur gouli savet tro-war-dro d’ar gosten dorret, a zigoras en diabarz hag a deue an treo brein anezan dre he genou. N’oa nag evit kousket nag evit dibri. Ar c’hrign-beo a redas dre he c’horf ; he brec’h deou a oa hanter-distag diouz he skoa ; he fenn a grene ; ezel mat ebet ne oa enni. Be-