Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/275

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Ebrel
275
santez lidwina

pred e veze gourvezet war he c’hein, hep flach en tu ebet, kouls lavaret. Eur burzud oa he gwelet o chom beo, hi o kaout kemend-all a boan.

Daou vla ’ oa e oa evelse, stag war he gwele, pa glevas eun devez he c’hamaradezed o tremen, seder ha laouen, en kichen he zi.

O welet pegen reuzeudik e oa en kichen ar re-all eus he oad, e teuas an dour en he daoulagad. E keit-se, en em gavas he c’hovezour : « Sonjet alïes, emezan, en poaniou Hon Zalver, hag e teuio nerz-kalon d’ac’h da c’houzanv ho re. »

Lidwina hen greas, hag ar pez a lavare ar beleg d’ezi a ’n em gavas.

Er seizvet bla eus he c’hlenved, Jezuz-Krist a ’n em ziskouezas d’ezi skedus, en e zav, e-harz he gwele, hag e verkas gouliou e Basion en he zreid hag en he daouarn. Mes ar glanvourez, gant aon na deujed da anaout kement-se, a bedas an Otrou Doue da lemel ar gouliou-ze diwar hec’h izili. Ar gouliou a yeas kuit, mes ar boan a chomas.

Dek vla ’ oa e oa war he gwele. Epad an amzer-ze, e kollas he zad, a oa bet bepred mat mat eviti ; he mamm a goueas klanv d’he zro hag he devoa aon o vervel :

— Siouaz, re nebeut a dra am eus grêt evit plijout da Zoue, ha re am eus grêt en e eneb ; ma merc’h paour, ped evidon !

— N’ho pezet aon ebet, ma mamm, emezi ; an Otrou Doue n’hell ket chom hep karout eur galon bruzunet gant ar glac’har. Rei a ran d’ac’h kement am eus gonezet, betek hen, dre ma foaniou ha dre ma fedennou.

Pinvidik gant gonidou he merc’h, mamm Lidwina a varvas laouen.

Eviti, adalek neuze, en em lakas d’ober ar muian vad a c’hellas, evel pa n’he dije bet grêt vad ebet biskoaz.

Rei a reas d’ar beorien kement a deue d’ezi, betek he golc’hed ; ne zalc’has eviti nemet eun dornad plouz da c’holo plenken he gwele. Dre he fedennou ha dre he c’homzou, e lakas eleiz a dud da zizrei ouz Doue pe da dostât outan muioc’h-mui. Mat oa da bedi evit anaon ar purgator. Mervel a reas da oueliou Pask 1433, o ren he zried bla ha hanter-kant.

Eiz vla ha tregont oa bet war he gwele. Sebeliet e oe he c’horf en iliz Sant-Yan-Vadezour, en Schiedam, ha miraklou zo c’hoarvezet war he be.