Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/279

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Ebrel
279
sant justin

————


KENTEL


Den a spered, den a galon


Sant Justin a oa eun den a spered, eun den a emgleo, eun den muioc’h troet da skoulman ar peuc’h evit da hadan ar brezel.

Klask a reas lakat an Iliz hag ar Gouarnamant d’en em unani. Ma vije bet grêt dioutan, an Iliz ha Gouarnamant Rom a vije bet êt dorn ha dorn, daou-c’hant vla bennak arôk Konstantin.

Sant Justin a oa eun den a galon ; ne oa nag eskob na beleg ; ha koulskoude e tifennas an Iliz dirak pennou-bras an douar, evel ne reas nikun en e rôk. Dre eno e ro d’imp da anaout eo eun dever evit pep-hini ac’hanomp difenn gwiriou an Iliz, herve e c’halloud. Rak arabad fazian ; an Iliz n’eo ket tra heman pe tra hen-hont ; an Iliz eo tra an holl, ha presiusan tra, zoken, a zo war an douar. Pa glasker he diskar, he bugale, holl gwitibunan, a dle he harpan gant kement o deus a zanve en o zi, a spered en o fenn, a wad en o c’halon.




Pempzekvet devez a viz Ebrel


Sant Per Gonzalez
Eus a Urz sant Dominik, patron an dud a vor
1190-1246



Per a c’hanas en Astorga, er bla 1190 goude donedigez Hon Zalver. Eskob Palencia, eur eontr d’ezan, e gemeras en e di, evit e lakat d’ober e studi hag hen hanvas abred chaloni eus e iliz-veur.

An den yaouank a oa skanv-benn ha lorc’hus. Karet a rê an enor hag ar renk. Eur bla, de ouel Nedeleg, e oa pignet war eur marc’h harnezet kaer pa c’hoarvezas gantan kaout eul lamm a strinkas anezan er pri, war leur-gêr Palencia. Eleiz a dud a oa war al lec’h hag a c’hoarze o welet ar gailharen a oa outan.

Ar c’houad vez a dapas eno a reas vad d’ezan hag e lavaras : « P’eo gwir, emezan, e teu ar bed, n’am eus servijet betek breman nemet re, siouaz d’in, d’ober gwap ac’hanon, red eo d’in ive, d’am zro, ober gwap anezan o serviji eur mestr-all gwelloc’h evitan. »

Derc’hel a reas d’e c’her. Nebeut goude, e wiske saë bugale sant Dominik hag e teuas da vezan eur manac’h izel a galon hag hegarat evit an holl. Eur wech beleg, e