Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
6 Genver
gouel ar rouane


C’houec’hvet devez a viz Genver


GOUEL AR ROUANE



Prest goude ma oe ganet Jezuz en Bethleem, en amzer Herodez, tri den eus ar zav-heol a deuas da Jeruzalem. Rouaned e oant, dre ma oa, war o zâl, kurunen an deskadurez hag ar velegiaj. Goulenn e rejont pelec’h e oa roue ar Judevien, neve ganet, « rak, emeze, ni hon deus gwelet e stereden er zav-heol hag a zo deut d’hen adori. »

Pa glevas ar c’helou-ze, ar roue Herodez a oe nec’het hag holl gêr Jeruzalem gantan. O vezan dastumet pennou-bras ar veleien ha doktored ar bobl, e c’houlennas digante pelec’h e tlee genel ar C’hrist : « En Bethleem, emeze, rak skrivet eo en levr ar profed Miche : C’houi Bethleem, kêr a vro Juda, n’oc’h ket an disteran etouez kêriou ar vro-ze, rak ac’hanoc’h eo e savo an Hini a dle ren pobl Israel. »

Neuze Herodez a c’halvas ar rouaned en kuz, a c’houlennas digante pegoulz o devoa gwelet ar stereden, hag o kas aneze da Vethleem, e lavaras d’eze :

« Et, klasket mat ar c’hrouadur, ha p’ho pezo kavet anezan, dizroet da lavaret d’in, mac’h in, d’am zro, d’hen adori. »

An tri roue a ’n em lak eta en hent.

Ar stereden o devoa gwelet en o bro, hag a oa êt da guz p’o devoa ’n em gavet en Jeruzalem, a bar adarre dirak o daoulagad. Kas a ra ane da Vethleem, betek al lec’h m’eman ar bugel-Doue int deut da glask. Kaout a reont eno, etre diouvrec’h e vamm, eur c’hrouadur ha n’eo tamm dishenvel diouz ar vugaligou-all. Mes ar fe a ra d’eze anaout eo hennez Mab Doue en em c’hrêt den evit silvidigez ar bed. Goude bezan stouet d’hen adori, e kinnigjont d’ezan aour, ezans ha myr, an treo presiusan a zo en o bro : aour, d’e anaout evit o roue ; ezans, d’e adori evel o Doue ; myr, da ziskouel e kemerent ive anezan evit eur gwir den.

Goude bezan tremenet eur pennadig amzer en Bethleem, ha bezan bet, meur a wech, o taoulinan dirak ar Mabig Jezuz, ar rouane, war an ali roët d’eze en o c’housk gant eun êl, n’ejont ket da welet Herodez ; distrei a rejont d’ar gêr, dre eun hent-all.