An dud yaouank eo esperans an amzer da zont ; d’eze eo ober an amzer-ze gwelloc’h evit an amzer vreman ; evit ze, o deus ezom da vezan kalet a benn, lemm a spered, hag evel Jezuz-Krist, mat hag izel a galon : Mitis et humilis corde.
Ra vezint izel a galon, dreist-oll. An dud yaouank lorc’hus a zo stank, ha n’eus netra ken divalo da welet.
N’o deus netra, pa vezo lavaret mat, nag en o c’horf, nag en o ene, ha n’o defe ket bet digant Doue. Anez e skoazel pemdeziek, n’hellfent ober netra, nemet droug. Pa c’hoantaont eta en em zevel, war digare m’o deus an dra-man-dra, pe grêt an tôl-man-tôl, e c’hoantaont en em zevel gant danve ha n’eo ket d’eze : laer int ha gaouiad.
Laer int, rak ar c’hloar war an douar-man a zo holl da Zoue ha da Zoue hepken : Soli Deo, omnis honor et gloria, ha n’eo ket jalet d’hen rei d’eun all.
Gaouiad int, rak anzao reont kaout treo, ha n’o deus netra, ha bezan barrek, ha n’int ket. Doue, ha n’hell gouzanv nemet ar wirione dirak e zaoulagad en deus kaz ouz an dud yaouank lorc’hus.
Kasaet int ive gant o nesan.
Eun den hag a zo bepred o ’n em veuli, ha ne gav mat nemet ar pez a ra, pe ar pez a zo d’ezan, a deuer buhan da skuizan gantan ha ne zale ket da chom e-unan.
Eun den yaouank hag a ’n em veul a zo o ’n em goll ; eun den yaouank hag a ziskouez ec’h anave e dalvoudegez, e chomo e zantelez ouz an drez.
Tud yaouank, ma ho peus c’hoant da vezan mat ha d’ober vad, bezet humbl ; ma klasket en em zevel, Doue a bellao diouzoc’h ; ma klasket en em izelât, Doue a ziskenno davedoc’h. An dour ne bign ket war ar meneziou ; diskenn a ra, avat, d’an draouien ; gras Doue ne zav ket war an eneou orgouilhus ; redek a ra, avat, war an eneou humbl. An humilite eo hent bras ar c’hloar.
an-Vadezour Labre hag e bried, Anna-Barba Gransir, a oa o chom en kreiz an driouec’hvet kantved, en kêrig Amettes, en eskopti Boulogn.
Doue a roas d’eze pempzek krouadur, ha Beneat-Jozef oa ar mab henan. A vihanik, e oa karantezus en kenver an Otrou Doue ha sentus ouz e gerent.
Da zaouzek vla, ec’h eas da chom da di eur eontr