Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/286

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
17 Ebrel
pasion hon otrou

n’eo ket souez ! Gwelet a ra, (rak Doue eo, ha netra, nag en amzer da zont, nag en amzer dremenet, ne zo kuzet d’e zaoulagad) ; gwelet a ra splann Judas, ar beleg fall, ouz e werzan, Per ouz e nac’h, e enebourien ouz e skei, e varnerien ouz e wapât, e vourrevien ouz e stagan war ar groaz. Gwelet a ra poaniou e dud, poaniou ar gristenien, poaniou an Iliz, hag ar gwel-ze e c’hlac’har muioc’h evit ar gwel eus e boaniou e-unan. Hag e wel kement-se ha pep tra, hag e tiskoue kaout poan ouz hen gwelet, ha dre ze e welomp-ni gwelloc’h eo eun den eveldomp, kizidik ouz ar boan eveldomp, hag aonik rak ar maro eveldomp. Ma en dije gouzanvet e boaniou bras hag e varo skrijus heb an disteran klemmaden, ne vijemp ket bet gouest d’e heul pen-da-ben. Mes dre m’en deus poan ha ma tiskoue kaout, e c’hellomp deski gantan an doare d’en em gemer evit gouzanv ervat hon foaniou. Ne glaskfomp ket diskouez bezan kaletoc’h ouz ar boan evit nan omp, mes en heur ma savfomp etrezek an nenv hon daoulagad beuzet gant an daerou, e virfomp en hon c’halon, evel Jezuz, ar c’hoant d’ober, dreist pep tra, bolonte santel an Otrou Doue. Evelse eo e tleer gouzanv, hag ar boan gouzanvet evelse eo a ra ar gristenien.

« Ma Zad, mar deo posubl, pellaet ar c’halur-ze diouzin ; koulskoude, ra vezo grêt ho polonte ha nan ma hini ! »

Jezuz-Krist en Jetsemani a zo poaniet : gwelet a ra kalur e boaniou. Mes ma ne welfe nemetan, ne vefe ket ken glac’haret ha mac’h eo ; gwelet a ra, ouspen, kalur hon fallagrieziou. Ar pez a ra d’ezan bezan ken glac’haret, n’eo ket ar gwel eus e varo o tostât, mes eus fallagrieziou an dud berniet warnan. Diskennet eo eus an nenv evit kemer plas ar bec’herien ha kinnig en e hano, da Zoue e Dad, an digoll a oa red rei evit dont a benn d’o unani gantan.

Ha dre ze, breman, Hen, an hini ne anaveze ket ar pec’hed ha n’helle ket e anaout, en doare ebet, a zo deut da vezan, evel pa lavarfed, « ar pec’hed beo ». Hen, an hini a oa an den dinam, santel, dibec’h, mar zo bet unan, a wel stok outan holl fallagrieziou ar bed ! Gwir eo, dindan loustoni ar pec’hed, e ene, evel eur vleunien gaer, n’eo ket saotret, na goenvet en doare ebet, mes krenan ra o steki outan. Hen, ar zantelez en em c’hrêt den, o welet an droug grêt hag an hini da zont, o c’houzout, kouls ha ma ra, brasder ar pec’hed, o welet an dismeganz, an dizanaoudegez hag an dizentidigez a zo ennan, en deus enkrez ha spont.

Hen, Mab muian-karet an Tad, abalamour m’en deus kemeret plas ar bec’herien, a gas e beden etrezek an nenv, hag ar beden-ze a gav dor zerret.

N’eo ket souezus, goude-ze, klevet Jezuz o lavaret d’e Dad :

« Oh ! mar deo posubl, pellaet diouzin ar c’halur-ze, ha sellet ouzin gant teneredigez. Koulskoude, ra vezo grêt herve ho polonte ! »

Eun trede abeg da boaniou Jezuz-Krist da vezan ken gwaz ha mac’h int, eo gwelet n’hello ket ober da vat ar pez en deus c’hoant. Unan eus poaniou brasan an den eo kaout c’hoant d’ober eun dra, hep kaout ar c’halloud d’hen ober.

Hon Zalver Jezuz-Krist en devoa laket en e spered eur zonj kaer, eur zonj hag a rê plijadur d’ezan, ar zonj da zovetat an dud holl ha da lakat an urz-vat, dismantret gant ar pec’hed, da ren adarre war an douar.