Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/287

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Ebrel
287
pasion hon otrou

Kavet en devoa en e galon nerz awalc’h da c’houzanv ar poaniou red da c’houzanv arôk kas al labour-ze da benn.

Ma, just breman, p’eman en penn e ero, e wel skler hag anat en devo labouret war goll, goude kemer kemend-all a boan, abalamour da volonte fall meur a hini.

« Oh ! ma Zad, mar deo posubl, pellaet ar c’halur-ze diouzin ! »

Hep mar ebet, Doue a c’hell miret ouz an den da gouezan er pec’hed, en eur chom hep rei d’ezan ar c’halloud d’ober an droug. Mes ma fell gant Doue, hag e ra, ma fell gantan kenderc’hel da lezel gant an den ar c’halloud d’ober ar vad, ha zoken, d’ober an droug, neuze, hep mar ebet ive, ar pec’hed a zalc’ho da ren war an douar, hag evit meur a hini, Jezuz en devo labouret ha gouzanvet en aner. Ar gwel eus an dra-ze a ra da Jezuz kouezan en e agoni ; eur c’houezen a c’holoas anezan, eur c’houezen a wad..... Ar Merzer dispar a wel ar c’hantvejou o tremen dirak e zaoulagad. Gwelet a ra pec’hejou an holl ha pec’hejou pep-hini ac’hanomp, ho re c’houi, ma re me. Diskennomp eta en goueled hon c’halon ha goulennomp pardon ouz Jezuz, en deus gouzanvet kement a boan, dre garante evidomp, en liorz Jetsemani !




Triouec’hvet devez a viz Ebrel


Pasion Hon Otrou


Eil Arvest


Jezuz dirak an dud, en Lez-varniou Jeruzalem



Pennou-bras Jeruzalem o devoa kement a gâs ouz Jezuz, a vroude aneze gant e gomzou hag e oberou ken dishenvel diouz o re, ma klaskent an tu d’en em zizober anezan ar c’hentan ar gwellan.

Judas, unan eus an daouzek o devoa e heuilhet epad an tri bla divezan, o welet e c’helle gonid eun draïg bennak o werzan e vestr d’e enebourien-touet, a reas an tôl, troet ma oa gant an arc’hant.

D’ar Yaou-Gamblid eta, da hanter-noz, mevelien an Templ ha soudarded Pons-Pilat a bignas gantan da Jetsemani.

Jezuz a deuas da benn hent d’eze da gichen toull al liorz.

— Otrou, eme Judas, me ho salud !

Hag e vriataas e vestr. Jezuz a lavaras d’ezan :

— Judas, gwerzan rez mab an den dre eur pok.

Hag o komz ouz ar re a heuilhe an traïtour :

— Piou a glasket ? emezan.

— Jezuz Nazareth, emeze.

— Mat, me eo !

Ha, gant eur zell hepken, e tiskaras aneze d’an douar.