Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/297

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Ebrel
297
pasion hon otrou

viret outi da zevel ken. Ar siellou eo ar promeseou fall o deus grêt ; ar c’hedourien eo ar vignoned fall a zarempredont. Koulskoude, daoust pegen don eo sebeliet ha pegen mat miret, o fe a venn sevel a-wechou. Eun darvoud bras c’hoarvezet, eur maro digouezet a dôl-tarz a zo barrek da lakat ar fe koz da dôl he men-be. Gwaz a ze, avat, ma virer outi neuze da zevel, rak Jezuz a c’hell dont da skuizan ; mont a c’hell pelloc’h da glask eneou muioc’h leal ha muioc’h glan.

Setu aze petra dremenas en Jeruzalem, da Zul-Fask.

Setu aze da biou en em ziskouezas ha da biou n’en em ziskouezas ket Jezuz. Kaer o deus bet, pennou-bras ar Judevien poanial, n’int ket deut a benn da viret ouz Jezuz da zevel eus ar be. Kaer o deus bet ober brezel d’an Ebestel, n’o deus ket gallet miret oute da embann dre ar bed e oa savet o Otrou da veo.

Ar pez a dremenas en Jeruzalem, da genver ar Zul-Fask, breman zo naontek kant vla, a dremen bepred dre ar bed : Jezuz-Krist a ’n em ziskoue d’e vignoned, hag e enebourien, kaer o deus en em glevet, n’int ket evit dont a benn anezan !

Jezuz-Krist a drec’has. Jezuz-Krist a drec’h, Jezuz-Krist a drec’ho !

Christus vincit, Christus regnat, Christus imperat.
Alleluia ! Alleluia !




Kentan devez warn-ugent a viz Ebrel


SANT ANSELM
Arc’heskob Kantorbery ha Doktor eus an Iliz (1033-1109)



Anselm a deuas er bed en kêr Aost, en Itali, er bla 1033. E vamm, eur wreg eus ar re wellan, a zeskas d’ezan abred karet Doue hag ar Werc’hez.

Savet mat evel m’oa bet, Anselm, da bempzek via, a yeas da c’houlenn digor en eur manati eus e vro. Mes e dad a oa eur gwall zen hag hen a oa c’hoaz gwall yaouank ; setu ma ne oe ket kredet e zigemer.

Adalek neuze, ar pôtr yaouank a heuilhas eur pennad an hent a gas da goll. E dad a oa ive ken digar outan ma tec’has eus ar gêr. Goude bezan baleet bro epad pell amzer, en em gavas en manati ar Beg, elec’h ma oa eur c’henvroad brudet d’ezan, Lanfrank e hano, oc’h ober skol.

Da gentan, Anselm, o skei war manati ar Beg, ne c’houlenne dor-zigor nemet keit m’en devoa ezom da chom evit kaout eun tamm deskadurez ; mes pa oe bet o vevan eus bue ar venec’h epad eur bla, e kavas an tanva ken-