roio ar vaz-eskob hag ar walen da eskibien e rouantelez, mes ar re-man, goude o sakr, a brometo senti outan.
Eur bodad eskibien ha pennou-bras ar vro a gavas mat an treo-ze (1107). An emgleo a oe sinet etre gouarnamant an Iliz ha gouarnamant ar Vro.
Anselm a varvas daou vla goude, d’an 21 a viz ebrel 1109. Bezan e oe kaeran spered den a vevas en e amzer. Eun doktor eo hag eo par ar zantelez ennan d’ar ouiziegez. Poellek eo, dilorc’h ha karantezus. Seul-vui eo hegarat en kenver an dud dister, ha seul-vui eo bras en kenver an dud uhel. Daerou eur c’hrouadur a oa awalc’h evit tenerat e galon ; gourdrouzou eur roue ne oant ket goest da lakat anezan d’ober van.
Ar Gouarnamant a zo tra Doue, tra Doue, mestr ar c’horfou ; an Iliz a zo tra Doue, tra Doue, mestr an eneou ; an eil hag egile o deus bet eur garg digantan, dishenvel pep-hini aneze.
An Iliz he deus treo an ene da gas endro, anaoudegez ha karante Jezuz-Krist da gas dre ar bed. D’ar Gouarnamant eo treo ar c’horf ; e labour eo lakat ar peuc’h etre an dud, ma c’hello madou an douar kreski. Dishenvel eo eta tachen an Iliz diouz hini ar Gouarnamant, hag an dishenveledigez-ze a zo bet merket gant Jezuz-Krlst e-unan, pa lavare : « Roët da Zezar ar pez a zo da Zezar, ha da Zoue, ar pez a zo da Zoue ; » hag anavezet gant ar gristenien pa respontent : « Gwell eo senti ouz Doue evit senti ouz an dud ! »
An impalaer Justinian (534-565) a skriv en e lezennou : « Diou c’halloud a zo war an douar, unan gant an Iliz, eun all gant ar Gouarnamant. An Iliz he deus galloud war dreo an ene, ar Gouarnamant war dreo ar c’horf ; o diou e teuont eus Doue. »
Ar pab Jelas (492-496) a skrive d’an impalaer Anastas : « Ar bed a zo diou c’halloud ouz e gas endro : hini an eskibien ha hini ar rouaned ; ha ma sent an eskibien, evit treo ar c’horf, ouz gourc’hemennou ar rouaned, o c’houzout e teu o galloud digant Doue, ar rouaned, d’o zro, a dle senti ouz gourc’hemennou an eskibien, evit treo ar relijion, dre ma teu o galloud d’eze digant Jezuz-Krist. »
An impalaer Alexis Komnen a lavare e oa brasoc’h e c’halloud eget hini ar pab. Innosant III (1198-1216) a respontas d’ezan : « Doue en deus laket diou sklerijen gaer da baran war an douar, da lavaret eo, diou c’halloud : hini ar pab ha hini ar roue. An hini a sked en de, da lavaret eo, an hini ho deus galloud war dreo an ene, a zo kalz kaeroc’h evit an hini a sked en noz, ha keit a zo etre ar pab hag ar roue evel a zo etre an heol hag al loar ! »
Dishenvel eo eta an diou c’halloud, uheloc’h an eil evit eben, rak uheloc’h eo an ene evit ar c’horf, treo padus ar bed-all, evit treo bresk ar bed-man, mes ne dleont ket bezan dispartiet.