Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/300

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
22 Ebrel
sant soter ha sant kaius


Eil devez warn-ugent a viz Ebrel


Sant Soter ha Sant Kaïus
Pabed ha merzerien



Soter a deuas er bed en Fondi, en kreiste an Itali ; da varo ar pab Aniset, e pignas war Gador sant Per. Difenn a reas ouz al leanezed kregi gant o daouarn el listri hag el lienachou sakr ha kinnig ezans dirak an ôteriou.

Gourc’hemenn a reas d’an holl gristenien tostât ouz an dôl zantel d’ar Yaou-Gamblid, nemet eun torfed bras bennak a virje oute.

En e amzer (174), an Otrou Doue a reas eur mirakl kaer war-lerc’h pedennou soudarded kristen a oa o serviji dindan urziou Mark-Aurel. An impalaer a oa en Hongri o stourm ouz ar varbared, Tomm bero e oa ha ne gaved ket eur banne dour da evan. Soudarded Rom ne oant ket evit pad ken gant ar zec’hed, hag e oant warnez bezan flastret gant o enebourien.

Mark-Aurel a c’hourc’hemennas pedi : ar baganed a huchas war o doueou ; an doueou a oa ponner-gleo. Eur rejimant, ha ne oa ennan nemet kristenien, a ’n em dôlas neuze d’an daoulin hag a bedas ar gwir Doue a greiz kalon. Raktal e savas koumoul ; eur barr glao madelezus a gouezas war ar Romaned, epad ma oa an tân hag ar grizilh o tismantr arme ar varbared.

Ar burzud-ze ne zigoras ket daoulagad an impalaer, a reas brezel d’ar gristenien, muian m’hallas. Hen eo a lakas kurunen ar verzerenti war dâl ar pab Soter (177).

Kaïus (288-295), ganet en Dalmasi, goude bezan bet epad daouzek vla war Gador sant Per, a oe laket d’ar maro en amzer Dioklesian, d’an 22 a viz ebrel 295, hag e oe sebeliet en bered Kalist.

E gorf a oe dizoloet, er bla 1622, gant eur skrid ha peziou moneiz eus amzer Dioklesian.

————


KENTEL


An dilhad-oferennan hag al listri-zakr


En Testamant koz, Doue e-unan a oa en em garget da lavaret penôs ober dilhad ar veleien ; en Testamant neve, an Iliz a roas ive ne gourc’hemennou diwar o fenn, hag an dra-ze, adalek ar penn kentan.