Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/301

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Ebrel
301
sant soter ha sant kaius

Evit oferennan, ar beleg a gemer eul lienen-penn, en memor eus al lienen a c’holoas penn Hon Zalver, en ti Kaïphas, pa c’houlenne ar zourdarded digantan : « Krist, lavar d’imp piou a sko ganit ? »

Ar gamps a zo en memor eus ar zaë wenn a oe gwisket d’Hon Zalver en ti Herodez.

Ar gouriz a zo en memor eus an ere a liammas Hon Zalver en liorz Jetsemani.

Ar manipul hag ar stol a zo eur skeuden eus ar chadennou a oe laket endro d’ezan goude e varnedigez.

Ar gazul a zo eur skeuden eus ar vantel ru a oe tôlet war diskoa Hon Zalver, en ti Pilat, gant ar zoudarded ; ar groaz zo war e gein a verk e groaz, hag ar peul a zo war an tu rôk anezi, a verk an hini ma oe staget outan epad ma oad ouz e skourjezan.

Ar boned-kornek a verk galloud hag uhelder ar beleg.

Ar gwenn a verk al levenez, ar c’hlanded hag ar sklerijen ; al liou-ze a ve kemeret da oueliou Hon Zalver, eienen al levenez, ar c’hlanded hag ar sklerijen ; da oueliou ar Werc’hez, an êle hag ar zent ha n'int ket merzerien.

Ar ru a verk ar gwad hag an tân, karante Doue hag an nesan ; douget e ve da oueliou ar Spered-Santel, a c’houezas en hon eneou tân karante Doue ; da oueliou ar verzerien, a skuilhas o gwad dre garante evit Jezuz-Krist ; da oueliou ar Basion.

Ar gwer a verk an esperans, ar c’hoant d’en em gaout en bro ar vue a bado da viken ; al liou-ze a ve douget da holl zulveziou ar bla ma ve grêt enne an ofis eus ar zul.

Ar moug a verk ar binijen hag a ve impliet epad an Azvent, ar C’hoareiz, ar Vijilou hag ar Pevare-Amzer.

An du a verk ar c’hanv hag a ve douget pa lavarer oferen an Anaon ha da Wener ar Groaz, evit diskouez ar glac’har hon deus da vezan staget Jezuz-Krist ouz ar groaz.

Evit oferennan, ar beleg a gemer c’hoaz ar c’halur, a dle bezan en aour, pe, da vihanan, en arc’hant alaouret an diabarz anezan.

Ar c’halur a zigas sonj eus ar c’halur c’houero a evas Jezuz-Krist betek ar berad divezan, hag eus ar be elec’h ma oe laket e gorf goude e varo.

Ar golo-kalur a verk ar men a stankas be Hon Zalver.

Ar bladen a zo eul lestr aour pe arc’hant alaouret evit digemer an hosti.

Al lienen-korf eo an hini a laker war an ôter, dindan ar c’halur ha dindan an hosti ; merkan ’ ra al lienen a zervijas da zebelian korf Hon Zalver.

Al lienen-kalur eo an hini a laker endro d’ar c’halur hag a zervij da zec’han anezan.

Ar pallen-kalur eo an tamm mezer, liou an dilhad-oferennan-all d’ezan, hag a c’holo ar c’halur hag ar bladen arôk ha goude an oferen. An traou-all red d’ar beleg da gaout evit oferennan eo bara hep goell, gwin, dour ; eun torchouer da zec’han e zaouarn, hag eur c’hloc’h evit an hini a respont. An treo-ze holl a zo red o c’haout ha pec’hed en deve ar beleg oc’h oferennan hep-e.

Ar bladen hag ar c’halur a zo listri sakr n’hall ket an dud fidel kregi enne ; al lienen-korf hag al lienen-kalur a zo daou dra-all ha n’hall ket an dud fidel kregi enne kennebeut, eur wech ma vent bet impliet evit an oferen, ken na vent bet gwalc’het gant eun den konsakret da Zoue.