Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/303

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Ebrel
303
sant jorj

D’ar 24 a viz c’houevrer 303, e oe embannet, en Nikomedi, ar brezel en o eneb ; unan a zaou o devoa d’ober : mervel pe nac’h o Doue.

Nebeut awalc’h a droas fall : n’eus deut betek ennomp nemet daou hano hag a vije kouezet an dismeganz-ze warne : re an diou impalaerez. Eleiz, avat, tud a lez zoken, meur a hini, en devoa Dioklesian fizianz enne hag a gare evel e vugale, a roas laouen o bue, kentoc’h evit trei kein da Jezuz-Krist.

Jorj a oe unan eus ar re-ze.

Pa oe digaset dirakan, an impalaer a lavaras d’ezan :

— Den yaouank, tôl evez ouz da amzer da zont !

Hen a respontas :

— Kristen on hag e vin ! Na dre ho pedennou, na dre ho kourdrouzou, ne refet ket d’in nac’h an Doue a anavezan. Hoc’h holl madoberou zo didalve ; ar gopr a roët zo henvel ouz ar moged a zispenn an avel. Ho kalloud a dremen hag ho trôn a horjell dindannoc’h. N’am eus keun ebet d’an enoriou ho peus laket war ma hent ; ar pez a c’houlennan eo ma teufet da anaout hepdale an Doue a roio, d’ar re o devo e garet, madou hag a bado da viken !

An impalaer a c’hourc’hemennas e skourjezan dirakan, betek ma weled e eskern en noaz.

Ar merzer a c’houzanvas an tôliou-ze heb en em glemm, ar pez a oa eun dudi evit ar gristenien hag eur vez evit ar baganed.

Dioklesian, o welet nerz-kalon e ofiser, a glaskas e c’honid dre gaer. Jorj a c’houlennas mont d’an templ ; ar gristenien a grene evitan ; ar baganed a oa lorc’h enne.

— Petra, eme an ofiser kalonek d’an idol, pa zigouezas en templ Apollon, c’hoant az peus e kinnigfen ezanz d’it, evel d’ar gwir Doue ?

Eus genou an idol, e teuas eur vouez hag a lavaras :

— Me n’eo ket Doue on ; n’eus Doue-all ebet nemet an hini a adorez te ! — Ha kerkent e helpennas diwar he zrôn, anezi he-unan, hag ec’h eas en mil damm.

Beleien an templ, o welet kemend-all, a yeas droug bras enne hag a c’houlennas e varo war an heur. Ar c’hleze a lakas war gurunen wenn e yaouankiz, kurunen ru ar verzerenti, d’an 23 a viz ebrel 303.

N’en devoa c’hoaz nemet tri bla warn-ugent. Hano sant Jorj a zo bet brudet buhan dre ar bed. En Bro-C’hall e oa enoret adalek ar c’houec’hvet kantved. Ar groazourien a bede anezan pa vezent o stounn ouz ar Vuzulmaned ; e ouel a zo bepred gouel-berz gant kristenien ar zav-heol.

————