Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
23 Ebrel
sant jorj

————


KENTEL


Micher ar zoudard


Micher ar zoudard a zo eur vicher enorus. Ar madou-korf, ar madou-spered hag ar madou-ene, dastumet tamm dre damm gant ar re goz ha deut, a rumm da rumm, betek o bugale, setu aze petra eo ar vro.

Ar madou-ze a zo etre ar genvroïz ; holl o deus gwir warneze ; gwir d’ober gante an impli vat a garont, ha gwir ive, dre-ze, d’o difenn ouz an neb a glaskfe o laerez pe o dismantr.

Ezom a zo eta a zoudarded, evit ma c’hallo tud ar ger bevan dinec’h gant an danve-ze.

Plijadur vrasan an den en deus eun tamm peadra, eo rannan anezan etre ar re n’o deus ket, hag abalamour da ze c’hoaz, hon deus ezom soudarded hag a yelo er broiou goue, da zigeri hent d’ar visionerien a yelo davet ar boblou reuzeudik a zo eno, da lakat da baran warneze sklerijen an Aviel.

Setu aze da betra e servij ar zoudarded, ha setu aze perak eo ken enorus o micher. Tud yaouank, o vont dindan an armou, karet ho micher, karet ho trapo, glas, liou d’an nenv, gwenn, liou d’ar c’hlanded, ru, liou d’ar gwad. An drapo eo skeuden ar vro ; pa zaluder an drapo, ar vro eo a zaluder !




Pevare devez warn-ugent a viz Ebrel


Al laer deou



Kreiste hag eun dra bennak a c’hell bezan.

E-tal Jeruzalem, war mene Kalvar, ter groaz a zo en o zav ha tri den a varv warneze. Jezuz a zo ouz ar groaz kreiz ; daou laer a zo ouz an diou-all. Pa welas ar C’hrist an dismeganz grêt d’ezan, e reas ar beden-man : « Ma Zad, pardonet d’eze, rak n’ouzont ket petra reont. » Lavaret en devoa kentoc’h : « Pedet evit ar re a ra brezel d’ac’h. » Heuilh a ra e-unan ar c’henteliou a roë d’ar re-all. Pedi a ra, n’eo ket hepken evit ar zoudarded a stagas anezan ouz e groaz, mes evit an dud fall eus an holl amzeriou a lakas e stagan, hag evit an daou a oa a bep tu d’ezan.

E beden ne zaleas ket da vezan selaouet.

Ar Judevien, e traou ar groaz, a oa lorc’h enne : « Ah ! ah ! emeze, en eur grusan o diskoa, te hag a ziskar Templ