Eleiz a zo er baradoz, abalamour m’o deus klasket kuzul ; eleiz a zo er baradoz, abalamour m’o deus bet eur c’huzul mat ; eleiz a zo en ifern, abalamour m’o deus grêt o fenn o-unan, pe abalamour m’o deus bet eur c’huzul fall.
Hogen, goude ar Spered-Santel, an Itron-Varia eo an hini barrekan da guzulian ervat ar c’hristen, abalamour m’eo an hini zo bet kuzuliet ar gwellan gant he fried, ar Spered-Santel.
Mari a oe kuzuliet mat, pa lakas en he spered miret he gwerc’hded ; Mari a oe kuzuliet mat pa gomzas d’an êl evel ma reas ; Mari a oe kuzuliet mat pa roas he ger evit bezan Mamm da Zoue ; Mari a oe kuzuliet mat pa zestumas ha pa viras en he c’halon kement komz a goueze eus genou he Mab Jezuz ; Mari a oe kuzuliet mat pa anavezas e oa dleet d’he Mab gouzanv poaniou garo ha kaout eur maro mezus, pa ginnigas anezan da Zoue an Tad, evit dasprenan eneou e vreudeur.
Mari eo an hini a zo bet kuzuliet ar gwellan ; Mari eo ive an hini a oar kuzulian ar gwellan ; Jezuz-Krist en deus roët anezi da Vamm d’imp holl.
Hogen, ar pez a ra, dreist-oll, eur vamm, eo rei kuzul d’he bugale.
ita a c’hanas er bla 1218, en eun ti diwar ar mêz, demdost da ger Lucq, en Itali.
Kentan hano a zeskas d’ezi he mamm, a oe hini Jezuz, ha kentan tra a zeskas d’ezi ober oe juntan daou zorn, sevel he daoulagad etrezek an nenv ha lavaret : « Hon Tad hag a zo en nenv, karet mat ho pugel. »
Pa rê eun dra bennak ha ne oa ket mat, he mamm, evit he gourdrouz, a lavare hepken : « Ma merc’h, ar pez a rez ne ra ket a blijadur da Zoue » ; kerkent, ar c’hrouadur a baoueze.
D’he daouzek vla, he zad a lavaras d’ezi : « Ma merc’h, emezan, red eo d’imp en em zispartian ; da vamm a zo kabac’h ; ezom hon deus eus da zivrec’h ; en em erbed ouz Doue hag e vezo da skoazel ’n ez holl ezommou ! »
An de war-lerc’h, Zita a yee da Lucq da zerviji. En em gaout a reas da gouezan en ti eur marc’hadour pïnvidik, e