hano Fatinelli, eleiz a zervijerien dindannan. Eur mestr mat, nemet oa eun tamm ter. Zita a oe bepred sentus outan, evel ouz he zud, ha dereat bepred en he c’homzou, goude ma vijed dizoare en he c’henver.
Ar pez a lavared d’ezi ober a veze grêt, ha war an tôl ; an dorn el labour hag ar galon en Doue, hennez oa he ger.
Pe e vije o labourat dirak he mestr, pe pell diouz e zaou-lagad, memes tra ’oa ; dont a reas he mistri da gaout enni pep fizianz. Kement-se ne rê ket afer ar zervijerien-all a deuas da gaout aon na vije diskuilhet ganti o zroiou kamm. Setu m’en em lakjont da drouk-prezek diwar he fenn hag o drouk-prezegerez a oe selaouet. Zita, goude bezan bet an hini gwelet gwellan, a deuas da vezan an hini gwelet fallan. Hag an dra-ze a badas meur a vla ; ar vatez santel, elec’h en em glemm, a drugarekae Doue da vezan roët d’ezi eul loden eus e groaz da zougen.
Eun devez ma oa o vont da rei eun davancherad restajou bara d’ar beorien, e kavas he mestr war he hent, a c’houlennas outi, war eun ton garo, petra oa ganti o vont adarre eus e di.
Zita, o tigeri he davancher, a lavaras : « Bleuniou int, emezi ; » hag en gwirione, ar bara a oa troët en bleuniou eus ar re vraoan. Derc’hel a reas gant he hent ; p’en em gavas gant ar beorien, ar bleuniou a oa troët adarre en bara. Ar burzud-ze a lakas Fatinelli da gemer adarre kement a fizianz en e blac’h ma roas d’ezi e vugale da zevel.
Zita he devoa grêt le da chom gwerc’hez, hag he devosion da Vamm Doue a roas d’ezi grasou nerzus awalc’h d’hen miret epad he bue. Eun devez, unan eus ar re a oa servijerien er memes ti ganti a glaskas he dougen d’an droug ; mes ar verc’h santel, aonik peurliesan, koulskoude, a gignas gant he ivinou dijod an divergont-se.
He devosionou ne rent ket d’ezi lezel he labouriou d’ober. Lavaret a rê : « Eur zervijerez lezirek, arabad ober eur plac’h devot anezi, rak an dud eus hon renk hag a c’hoanta diskouez bezan devot, n’int nemet falz-devodezed pa ne vezont ket troët war al labour ! »
Mervel a reas da dek vla ha tri-ugent (1288). Korden sant Fransez a oe kavet endro d’ezi, goude he maro, stardet kement ganti endro d’he c’horf ma oa goloet gant he c’hroc’hen.
Ar miraklou a c’hoarvezas war he be a oe ken niverus