Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/313

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Ebrel
313
santez zita

ma teuas ar c’hiz da zon kleier iliz Sant-Fridien, bep-hini a c’hoarveze.

Eun devez, eun den a vor, Mandriano Torsello, o welet kas eur paourkez mac’hagnet war he be, a ’n em lakas d’ober gwap eus an dougerien : « Bah ! emezan, kaset an den-ze d’an douar hag e pareo buhannoc’h. »

Var an tôl, e teuas mut hag an de war-lerc’h ar beure e oe gwelet o vont da iliz Sant-Fridien, unan eus ar re gentan, ha war bennou e zaoulin war ve ar zantez, e c’houlennas outi e bardon. Goude-ze ec’h eas, diarc’hen ha diskabel, eur gorden endro d’e c’houg, d’ober tro ilizou-all kêr. Pa zizroas da iliz Sant-Fridien, e teuas ar gomz d’ezan.

————


KENTEL


Doare ar bed eo, lod o vont, lod o tont


Pell a hent a zo etre an dud ; darn a zo yaouank ha darn a zo koz ; darn a zo bras ha darn a zo bihan ; darn a zo gouiziek ha darn a zo dizesk ; darn a oar en em denn ha darn ne ouiont ober netra ; n’eus ket daou den henvel.

Evit ma yelo ar bed endro, pep-hini a renk bezan en e renk : al labourer-douar en e diegez ; ar c’halve en e di labour ; ar marc’hadour en e stal ; an doktor e-mesk e levriou ; ar mlliner en e vilin, hag al laer en e brizon.

Pep-hini en e vicher, hag an treo a yelo en dro ! Mar doc’h eta servijerien, bezet servijerien vat :

Tud a lealded, na gemeret ket tra ho mestr evidoc’h ho-unan ; na roët ket anezan d’eun all ; na lezet ket ar re-all d’e gemer ; na lezet ket anezan da vont da goll ; grêt evitan evel a rafec’h evit ho tra ho-unan ;

Tud a gonsianz, a labouro kouls pa ve ar mestr war al lec’h evel pa ne ve ket ;

Tud a zoujanz, a viro brud vat ar mestr hag a vezo bepred dereat en e genver ;

Tud a zentidigez, a raio diouz o mestr keit ha ma c’hellfont ober dioutan, hep dizenti ouz ar mestr bras a zo en nenv.

Bezet servijerien vat, karet ho renk, en em dennet enni evit ar gwellan, ha Doue a gavo ennoc’h danve mistri vat ; sevel a refet e keit ma vezo re-all o tiskenn. Doare ar bed eo : lod o vont da vistri, lod o tont da zervijerien.