Ar pabed-all war-lerc’h a garas ive ar Basionisted. Klemant XIV, o vezan klevet oa klanv Pol, ha n’en devoa mui eiz de zoken da vevan, herve an holl vedesined, a c’hourc’hemennas d’ezan parean, en hano ar zentidigez. Ar zant, o klevet petra lavare d’ezan ar pab, a zavas en e goaze. « Ma Jezuz krusifiet, emezan, c’hoant am eus da zenti ouz ho Vikel ! » Ha war an tôl en em gavas pare.
Pol a lavare alïes d’e venec’h bezan aketus d’ar beden ha karet ar baourente.
« Pa oamp tri, emezan, an Otrou a zigase d’imp magadurez evit tri ; pa oamp dek, hon deveze magadurez evit dek ; breman, pa ’z omp niverus, e tigaso magadurez evidomp holl.
» N’hon deus nemet bezan mat, senti ouz hon reolen, ha n’hon devezo diouer eus netra.
» Ma vezet paour, e vefet santel ; ar Basionisted a dle bezan distag diouz an holl dreo krouet. Paour e tleomp bezan a spered ha distag diouz pep tra.
» Ma vezomp tud troet da bedi, Doue a ’n em zervijo ac’hanomp, daoust pegen dister omp, evit ober treo burzudus. »
Sevel a reas ive eun Urz Pasionistezed. Ar manati kentan evite a zigoras e zoriou d’an 3 a viz mae 1771, de ouel ar Groaz kavet.
Pol a Varvas d’an 18 a viz here 1775. Ar pab Pi IX hen lakas war roll ar zent, er bla 1867.
Ar c’hrusifi a zo eul levr hag a gaver en dorn an holl ; e gaout a rêr en godel pep kristen, en iliz hag er gêr, en kreiz ar berejou hag en kern ar meneziou.
N’eus levr ebet hag a dlefemp digeri ken alïes ha hini Hon Zalver stag ouz ar groaz. Ar gwel eus ar c’hrusifi a zo trawalc’h evit digas en spered ar c’hristen eleiz a zonjezonou mat.
An den eürus Albert ar Bras a lavar eo talvoudusoc’h pleustri war Basion Hon Zalver eget n’eo yun diwar bara ha dour hag en em skourjezan betek ar gwad.
« An Otrou Doue, eme santez Jertrud, a dôl eur zell karantezus war an hini a zonj en e varo ankenius. »
« Pasion Jezuz, eme sant Bernard, a vruzun ar vein, da lavaret eo, ar bec’herien kaledet. »
N’eus ket gwelloc’h skol, eget skol ar Groaz, evit mont da zant. Sonjomp eta alïes er poaniou a c’houzanvas Jezuz evit hon zilvidigez, hag unanomp hon re gant e re, bepred ha bemde.
Eveltan, dougomp hon c’hroaz ; arabad eo he stlejan ; arabad eo he zroc’han ; arabad eo he c’huzet ; dougomp anezi uhel, heb ardou ha hep klemmou. Dre ar groaz e pigner er c’hloar : per crucem, ad lucem.