Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/318

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
29 Ebrel
sant per a veron

dismantr dre ar rouanteleziou ; i eo a hij hag a zihij Kador sant Per, gant eur gounnar-ifern, en esper he diskar ; i eo o deus krouet, en o lochennou hudur, kement lezen fallakr a wask ar gristenien ; i eo o deus digaset lezen an divors (1884), evit dismantr an tiegeziou ; lezen ar skol dizoue (1882), evit koll ar vugale ; lezen an disparti (1905), evit mougan an Iliz.

An Iliz ne vezo biken diskaret, kaer o devo ar Franmasoned hag o mestr, an drouk-spered, skei warni, abalamour m’eman dorn Doue ouz he derc’hel en he zav ; mes diouz ma poanio he bugale da viret he gourc’hemennou, da anzao he C’hredo ha da zifenn he gwiriou, e lufro muioc’h pe nebeutoc’h.




Tregontvet devez a viz Ebrel


Santez Katel a Zienn
Gwerc’hez Trede-Urz sant Dominik (1347-1380)


« Alleluia, alleluia ! Katel a lufr muioc’h evit ar stered holl a-unan, hag he gloar a gresko da viken hini ar gwerc’hezed, alleluia ! »
Santez Katel a Zienn
Santez Katel a Zienn


Bezan e oa gwechall, en Sienn, kêr galonen an Toskan, eun tiegez kaer, pemp krouadur warn-ugent enni ; an tad, Giacomo di Benincasa, liver dre e vicher, hag ar vamm, Lapa, skouer ar gwrage kristen, a zave o bugale en doujanz Doue.

Unan eus ar merc’hed yaouankan, Katel, dre zantelez dispar he bue, a vrudas dre holl he hano hag he bro. Karet a rê sioulder ar mêziou, kan al lapoused, gened ar bleuniou, trouz an avel.

Ene an treo a zouge he hini warzu Doue.

Da bemp bla, Katel a ouie an Ave Maria, ha dalc’h-mat e veze o lavaret ar bedennig-ze, pe er gêr pe en iliz.

Dastum a rê endro d’ezi ar vugale-all eus he oad hag e lake aneze da bedi ha da yun evelti. Da seiz vla, en harz treid skeuden an Itron-Varia, e reas le da chom hep kaout pried-all ebet war an douar nemet Hon Zalver Jezuz-Krist, hag adalek neuze e valeas, a gammejou bras, war hent