Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
7 Genver
sant lusian



Daoust ha n’omp ket eus an dud reuzeudik-se o deus nac’het o fe, evel ar paourkez den a roas da anaout d’ar baganed al lec’h m’oa kuzet ar beleg Lusian ?

Daoust ha n’omp ket eus an dud-se a zo kristenien, en darn eus o oberou, ha paganed en darn-all ?

Daoust ha n’omp ket eus an dud-se a zo kristenien er gêr ha paganed er-mêz eus ar gêr ?

Daoust ha n’omp ket eus an dud-se a zo kristenien, dre an dour a redas war o fenn, ha paganed, dre ar gwad a red en o c’halon ?

Daoust ha n’omp ket eus an dud-se a zo kristenien glouar, kristenien didalve, a ra mez ha rukun da Jezuz-Krist, kristenien ha n’e ket Jezuz-Krist evit o gouzanv, a vezo nac’het gantan dirak e Dad, abalamour m’o deus e nac’het dirak an dud, kristenien hag a zo leun an ifern aneze ?

Gant a refomp, arabad eo d’imp bezan eus an dud-se.


Bezet droug gant neb a garo,
Bezomp kristen, beo ha maro !

Eno eman an dalc’h, eno eman ar furnez, eno eman ar zantelez !




Eizvet devez a viz Genver


SANTEZ GUDULA
Gwerc’hez, Patronez Bruxell (652-710)



Ar zantez-man a ziskenne eus unan eus tiegeziou brudetan ar Brabant. He zad, he mamm, he breur, eur c’hoar d’ezi hag he maeronez a zo etouez ar zent. Genel e reas en Ham, hag abred e oe kaset d’ar skol da gouent Nivel, elec’h ma oa he maeronez, santez Jertrud.

Eno e oe grêt ganti eur verc’h desket kaer ha savet mat. Daouzek vla he devoa pa varvas he maeronez, ha neuze e tizroas d’ar gêr, elec’h ma reas plijadur he zud, souezet o welet pegen gwellaet e oa he stumm en ken berr amzer.

C’hoant he devoa d’en em rei holl da Zoue, ha, gant grad vat he c’herent, en em dennas en Morseel. Eno e rannas he bue etre ar beden hag ar binijen. He feniti a deuas da vezan, hepdale, ti an holl dud ezommek. Kement hini a oa gwasket gant eur boan bennak, a gorf pe a spered, a zirede da gaout Gudula, gant ar fizianz vat da vezan selaouet.