Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/323

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ebestel


Kentan devez a viz Mae


Sant Philip ha sant Jakob
Ebestel



En devez war-lerc’h m’en devoa Jezuz grêt anaoudegez gant Andre, Yan ha Simon, en em gavas gant Philip hag e lavaras d’ezan : « Deus ganin ! » Philip a zentas, hag en eur vont gant an hent, diouz klevet Jezuz o komz, ec’h anavezas anezan evit bezan ar C’hrist. Mall e oe gantan kas ar c’helou d’e vignon Nathanaël, a gavas azezet dindan eur wezen fiez.

— Kavet hon deus, emezan, an hini a gomzer anezan en lezen Moyzez hag er Brofeted : Jezuz Nazareth eo, mab Jozef !

— Petra, eme Nathanaël, daoust hag eun dra vat bennak a c’hell dont eus a Nazareth ?

— Deus da welet ! eme Philip ; hag ec’h ejont o-daou. Jezuz, pa welas Nathanaël, a lavaras :

— Setu aman eur gwir vab da Israël, ha n’eus ket a wi ennan.

— Penôs, eme Nathanaël, e c’hellet-hu anaout ac’hanon ?

— Philip n’en devoa ket c’hoaz galvet ac’hanout ; pa oas dindan ar wezen fiez, me ’m oa da welet !

— Otrou, eme Nathanaël, c’houi eo Mab Doue ; c’houi eo Roue Israël !

— Petra, eme Hon Zalver, abalamour m’am eus lavaret d’it : « Da welet am eus dindan ar wezen fiez, » e kredez ? Traou-all a weli souezusoc’h. En gwirione, en gwirione, m’hen lavar d’ac’h, gwelet a refet an nenv digor, hag êle Doue o pignal hag o tiskenn war mab an den !