Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/327

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Mae
327
sant athanas

ar c’hosan, ar c’haeran hag ar zantelan eus e grouadurien.

Eskob Alexandri, sant Alexandr, skoazellet gant Athanas, en devoa neve grêt avieler, a enebas start ouz Arius ; o welet n’helle ket dont a benn anezan, e vodas eur c’honsil en Alexandri (320). Kelennadurez Arius a oe kondaonet.

Heman a dec’has neuze etrezek ar Palestin hag a gavas digemer en Nikomedi. Ac’hane e talc’has da brezek e gelennadurez foz. Pa deuas di Konstantin da chom, goude bezan trec’het Lisinius (323), n’hallas ket chom hep zoursial eus an tabut a oa savet en Iliz ar zav-heol, ha goude bezan en em glevet gant ar pab sant Sylvestr, e tigoras ar c’hentan konsil-meur en Nise, er bla 325. Tri-c’hant triouec’h eskob a oa ennan. An impalaer a ’n em gargas e-unan eus holl frejou o hent. Eun dra gaer oa gwelet an eskibien-ze diredet eus pevar c’horn ar bed kristen. Darn a zouge war o c’horfou ar merkou enorus eus ar poaniou o devoa bet da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; darn a oa brudet dre o c’hargou uhel, ha darn-all, dre ar miraklou o devoa ar c’halloud d’ober. Athanas, daoust ne oa c’hoaz nemet avieler, a oe ene ar c’honsil-ze ; hen eo a zispennas, barz ar berran amzer, geier Arius hag a lakas ar gwellan ar wirione da skedi.

Kreden an Iliz a oe embannet dre ar geriou-man, a ganer bep sul en oferen-bred :

« Ni a gred en eun Doue, Tad Holl-C’halloudeg, Krouer an treo a weler hag ar re ne weler ket ; hag en eun Otrou, Jezuz-Krist Mab Doue, engehentet e-unan hepken gant an Tad, da lavaret eo, gant danve an Tad, Doue eus Doue, sklerijen eus ar sklerijen, gwir Doue eus gwir Doue, engehentet ha nan krouet, eus an hevelep danve gant an Tad, ha gantan eo bet grêt pep tra en nenv ha war an douar. Diskennet eo bet eus an nenv evidomp hag evit hon zilvidigez ; kemeret en deus korf, hag en em c’hrêt eo den ; gouzanvet en deus ha savet eo leun a vue, d’an trede de goude e varo ; pignet eo en nenv hag ac’hane e teuio da varn ar re veo hag ar re varo. »

Alexandr a varvas nebeut awalc’h goude konsil-meur Nise, hag Athanas, daoust d’e yaouankiz, a oe hanvet raktal da gemer e Gador (326).

E vue a eskob pen-da-ben a dremenas o stourm ouz an Arianed. Pemp gwech e oe harluet, abalamour ma talc’he start da gredo Nise ; eur wech, en amzer Konstantin (330) ; diou wech, en amzer Konstans (341) hag eur wech, en amzer Julian ; eur wech, en amzer Valans (367). Ugent vla, war c’houec’h vla ha daou-ugent ma oe eskob, a dremenas er-mêz eus e eskopti ; mes ne baouezas ket, evit kelo-ze, da gomz, da skrivan ha da skei war Arius ha war e gelennadurez. Pemp bla e chomas kuzet en eur