Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Genver
33
santez gudula


Mes e keit ha ma re vad d’an dud reuzeudik a deue d’ he c’hât, e oa hec’h-unan trubuilhet, en eun doare iskis gant an drouk-spered. Awechou e roë d’ezi da gredi n’hallje ket derc’hel d’ober ar pinijennou a rê ; awechou-all, e klaske lakat he c’halon da vezan gonezet gant karanteziou an douar ; mes dre he fedennou birvidik, he finijennou kalet hag he nerz-kalon souezus, e teuas a benn da drec’hi hec’h enebour.

Evit he digoll eus ar boan he devoa kemeret da stourm ouz an drouk-spered, Doue a roas d’ezi ar c’halloud d’ober miraklou. Ar vrud aneze a lakas c’hoaz kalz muioc’h a dud da zont da c’houlenn he skoazel. Mervel a reas en karante Jezuz-Krist, an 8 a viz genver 710. Eur mor a dud a deuas d’hec’h interamant ; ar beorien ne ouient ket penos ober kanvou awalc’h d’o madoberourez. He c’horf a oe beziet en Ham. Eur pennad goude-ze, he relegou a oe kaset da Vorseel ha laket er peniti he devoa tremenet ennan keit eus hec’h amzer.

Er bla 996, e oent douget da Vruxell, da iliz Sant-Jery da gentan, ha divezatoc’h, da hini Sant-Mikêl, he deus abaoue kemeret he hano. Bruxell he deus he dibabet da batronez.

————


KENTEL


Diwar-benn deski ha sevel ar vugale


An tadou hag ar mammou o deus daou dra d’ober en kenver o bugale : o deski hag o zevel. Deski ar vugale a zo mat :


Gwell eo deski mabig bihan
Eget dastum madou d’ezan.

An deskadurez a zo eun tensor ken kaer ! Red eo deski ar vugale abalamour d’eze da vezan barrek da ’n em denni er vue. Gant nebeut a zanve hag eleiz a zeskadurez, e c’haller en em dibab. Tud zo o deus eleiz a zanve ha n’int mat da netra, abalamour m’o deus re nebeut a zeskadurez. Red eo deski ar vugale ; ober d’eze mont d’ar skol ha chom er skol ; mes red eo, dreist-oll, o zevel ervat.

N’heller ket ober eus an holl vugale bugale desket ; mes eus an holl vugale, pa garer poanial abred ha hep paouez, e c’heller ober bugale savet mat. Eur c’hrouadur desket kaer ha savet mat a zigollo en berr amzer, e dud eus ar boan, eus ar preder hag eus ar gwenneien o devo dispignet gantan.

Eur c’hrouadur desket kaer ha savet fall a reio rann-galon e dud.

Eur c’hrouadur dizesk ha savet mat a c’hell ober o evurusted.

Tadou ha mammou, n’espernet netra evit zevel mat ho pugale ; kenteliet aneze, kastizet aneze, roët d’eze skouer vat.


Pellaet aneze diouz ar skoliou dizoue.
Miret aneze diouz ar vistri dife.
Laket aneze er skoliou kristen.
Diouz m’o grefet, o c’havfet !