Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/330

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
3 Mae
gouel ar groaz kavet

laer kristen oa mestr bras an douar, ha banniel ar groaz a zispakas he flegiou binniget ’us da rouantelez Rom a-bez.

Konstantin, dleour evel ma oa d’ar groaz eus e c’honidou, en devoa devosion eleiz eviti. Helena, e vamm, n’he devoa ket nebeutoc’h, hag er bla 326, prest goude konsil-meur Nise, ec’h eas da Jeruzalem, daoust d’he zri bla ha pevar-ugent, da glask relegou ar wir groaz.

War mene Kalvar, dindan dismantrou Templ Venus, savet eno gant ar baganed da guzan roudou Jezuz-Krist, e oe kavet ter groaz. Hep mar ebet, an ter groaz-ze oa hini hon Zalver ha re an daou laer ; mes penôs o anaout an eil diouz eben ? Ar skrid a oa bet staget ouz ar groaz kreiz ne oa mui outi.

Neuze Maker, eskob Jeruzalem, goude bezan pedet kalonek, a dostaas ar c’hroaziou, an eil goude eben, ouz eur wreg klanv ; goude touch an diou gentan ne reas tamm gwell ebet ; mes dal ma oe tostaet an drede, ar glanvou-rez a ’n em gavas pare.

En doare-ze, e oe anavezet ar wir groaz. Helena ne viras nemet eun tammik anezi ha daou dach, hag a roas ar rest da eskob Jeruzalem. Ar c’helou-ze a reas eur blijadur dreist-muzul da Gonstantin ; rei a reas urz da zevel raktal eun iliz kaer war be Hon Zalver, ha difenn a reas stagan den ebet ken ouz ar groaz.

————


KENTEL


Hent ar Groaz eo hent ar Baradoz


Jezuz-Krist a gavas e groaz o tont war an douar. Dal ma c’hourvezas e gorf a vugelig war blouz kraou Bethleem, e welas anezi, ha kerkent e stagas outi e galon zakr.

Tregont vla a dremenas en Nazareth, mes epad an amzer-ze ne zizroas ket e spered diouz mene Kalvar ; epad an tri bla a dremenas o prezek ar fe, e komzas alïes eus e varo. P’eo en em ziskouezet d’al leanez Mac’harit-Mari, ar groaz a lufre ’ us d’e galon.

N’eus den ebet ha ne gavfe ket e groaz war an douar-man. Ar roue kouls hag ar pab ; an den gouiziek kouls hag an den dizesk ; ar pinvidik kouls hag ar paour a gav ar groaz war o hent, ha pep den a zo grêt e hini d’ezan diouz m’eo goest da zougen.

Evel Jezuz, hon mestr, daoust ha karet a reomp hon c’hroaz ? Daoust ha ne glaskomp ket en em zizamman diouti ? Daoust ha n’en em glemmomp ket, war digare m’en em gavomp sammetoc’h evit hon nesan ?

An neb a goll e groaz a goll e gurunen. Etre daouarn Jezuz-Krist, ar groaz oa alc’houe ar baradoz, hag abalamour da ze e kare anezi. Etre daouarn pep-hini ac’hanomp, ar groaz a c’hell bezan skeul ar baradoz, hag abalamour da ze, karomp ha dougomp anezi a galon vat : seul-vui he stlejfomp ha seul-vui e vezo ponner ; seul-vui he zougfomp sonn hag uhel, ha seul-vui e vezo skanv.