Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/332

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332
4 Mae
santez monika

e hano, ha dre ma vastare e galon, an denvalijen a garge e spered hag a vouge e fe.

Pa zizroas Augustin d’ar gèr, diouz ar gwall gomzou a oa gantan, Monika a anavezas e oa touellet gant kredennou ar vanicheaned [1], fallan gouen tud a oa neuze war an douar. Raktal e argasas he mab er-mêz eus he zi : « Nan, biken, emezi, ne vezin mamm d’eur manichean ! »

Goude bezan e lôsket da vale eur pennad, e roas digemer d’ezan adarre hag e klaskas an dud desketan d’e gentelian.

Eun eskob a lavaras d’ezi, eun devez, o welet pegen doaniet e oa : « Eur mab hag a zo gouelet warnan evel ma zo grêt war Augustin n’hall ket bezan kollet da viken ! »

Monika a gendalc’has he fedennou evit goulenn ouz Doue dizro he mab.

Eun devez, Augustin a gemennas d’ezi e oa o vont da Rom. Ne falvezas ket ganti e lezel da vont e-unan hag ec’h eas da Garthaj ; mes Augustin a bignas el lestr hag a yeas en hent, epad an noz, hep gouzout d’e vamm.

Monika, da c’houlou-de, a oe dare d’he c’halon rannan, pa welas an tôl divalo c’hoariet d’ezi gant he mab. Dizrei a reas da Dagast, mes peuc’h ebet eno ne gavas ; ha hi en hent, ha da Rom.

P’en em gavas eno, e oa re zivezat ; he mab a oa êt da Vilan ; mont a reas da Vilan. Eno e kavas an eskob sant Ambroaz, a reas d’ezi eun digemer mat ; eno ive he devoe an dudi da welet hec’h Augustin, dianket seitek vla a oa, o kemer hent ar fe ; eno e welas an eskob Ambroaz o lakat dour ar vadeziant da redek war e dâl. He c’halon breman bar gant ar joa, o welet Augustin war an hent mat, Monika a reas he zonj da zizrei d’he bro. Mont a reas da Osti da gemer ar vag he digasje d’ar gêr. Eno, e keit ma oa o c’hedal kuitât, e krogas eun derzien vras enni ; anaout a reas ne oa pare ebet eviti. Lavaret a reas d’he bugale : « Sebelian refet ma c’horf el lec’h ma kerfet ; n’en em jalet ket gant an dra-ze ; ar pez a c’houlennan ouzoc’h hepken eo ma talc’hfet sonj ac’hanon ouz Oter an Otrou, n’eus forz pelec’h en em gavfet. »

Augustin ne dec’has ket eur pennad diouz gwele e vamm, epad he c’hlenved, hag etre e zivrec’h eo e varvas, d’an navet devez eus he zerzien, oajet a c’houec’h vla ha hanter-kant (388).

Augustin a ouelas pell amzer d’e vamm ; hi ive he

  1. Ar vanicheaned a oa neuze ar pez m’eo breman ar franmasoned.