enoret a deuas er bed, en Buzanse, en fin an drizekvet kantved. Savet e oe en doujanz Doue ha desket d’ezan, a-vihanik, diskouez e garante d’ezan, o skuilh madoberou war an nesan.
E dad a oa marc’hadour loened hag e veze er Poatou o prenan ejenned a werze, goude-ze, er Berri. Henoret, pa oa yaouank, a yee da heul e dad, eus an eil foar d’eben, hag a zeskas evelse e vicher.
Pa varvas an tad, Henoret a oa barrek da gas ar c’homverz endro. Dont a reas a benn da zastum eun tammig brao a beadra, a ranne etre e vamm hag an dud ezommek eus ar c’harter. Unan eus an aluzennou en dije ar muian a blijadur oc’h ober oa rei o argoulou [1] d’an dud yaouank, a harze o faourente aneze da zimezi.
Koulskoude, e vamm, o c’houzout o devoa dastumet awalc’h a beadra, da c’hellout bevan diouz o danve ar rest eus o bue, a glaske dont a benn da lakat anezan da lezel e vicher a goste.
Eun devez, e oant azezet o-daou el liorz tostan d’o zi, dindan eur wezen lore.
— Ma mab, eme ar vamm, tristoc’h en devez-ze eget
- ↑ Argoulou : dot en galleg.