Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/344

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344
8 Mae
sant yunet


SANT YUNET


Ermit, (VIet kantved)


En de-man, e rêr c’hoaz gouel sant Yunet, bet abad dindan sant Gwennole, en abati Landevennek, ha galvet e " vreur. " Evel kalz a venec’h-all hag a blije d’eze bevan o-unan-penn gant Doue, Yunet en em dennas en eur peniti elec’h eman breman Kastelin.

Ar gèr-man he deus e gemeret da batron. Patron eo ive, en Bro-Treger, da barouz Pluzunet.




Navet devez a viz Mae


Sant Gregor a Nazianz
Eskob ha Doktor eus an Iliz (***-389)



Gregor a deuas er bed en Arianz, demdost da Nazianz. E dad Gregor, e vamm Nonna, e vreur Sezer hag e c’hoar Gorgonia a zo enoret gant an Iliz. E keit ma oa oc’h ober e studi en Athen, kêr vras an deskadurez en amzer-ze, e reas anaoudegez gant eun den yaouank eus e oad, e hano Bazil.

Dont a rejont da vezan daou vignon, n’hellas nag an disparti, nag ar maro terri ar garante a oa etreze. O daou e oant o chom er memes ti ha ne anavezent nemet daou hent, hini an iliz ha hini ar skol.

Oc’h ober e studi gante e oa eur c’hrennard, daoulagad lemm d’ezan, teo a c’houg, ledan a ziouskoa, eur balbod, eur gaouiad hag eur soured. Ar gurunen a impalaer a dlee, koulskoude, bezan e lod eun de.

Klask a reas en em lakat en kompagnunez Gregor ha Bazil, mes an daou-man a anavezas o ôtrou hag a dec’has dioutan.

Gregor, peurc’hrêt gantan e studi, tregont vla bennak d’ezan, a zistroas d’ar gêr. Da ouel Nedeleg 361, e oe beleget en despet d’ezan ; unnek vla goude, Bazil hen greas eskob eus Sazim, mes n’hellas ket ober d’ezan mont d’e eskopti.

Gregor ne oa tamm ebet troet war an enor, ne gare