Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/345

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Mae
345
sant gregor a nazianz

nemet ar sioulder. Koulskoude, er bla 379, war beden kristenien vat Konstantinopl, a wele gant tristidigez o iliz o vont d’an traou, gant an tôliou a skoë warnezi an arianed daou-ugent vla oa, e teuas da chom er gêr veur-ze.

Digemeret fall awalc’h e oe ; Konstantinopliz, tud lorc’hus evel ma oant, o welet e gorf brevet gant an oad, e benn moal, e zioujod kleuzet gant an daerou hag ar yuniou, a reas dismegans d’ezan ; an arianed a stlapas mein gantan hag a stlejas anezan dirak al lez-varn, evel eun torfetour.

Gregor a c’houzanvas ar waperez-ze gant pasianted hag a lavare outan e-unan : « Kostezen ar re fall eo ar c’hrenvan, mes stourm a ran evit ar wirione ; an ilizou a zo dindan o galloud, mes Doue a zo ganin. »

Dre e zousder vras hag e brezegennou helavar, e reas da eleiz dizrei war an hent mat.

An impalaer Theodos a c’hoantaas ma vije laket an den santel da eskob en Konstantinopl. Ar c’honsil-meur bodet er gêr-ze, er bla 381, hen hanvas ; mes unan bennak o vezan enebet, e roas e zilez hag e kimiadas diouz e iliz a c’halve e c’hloar hag e gurunen : « Ma bugale, a lavare d’e gristenien, miret tensor ar fe ha dalc’het sonj eus ar vein a stlapec’h ganin abalamour ma poanien da lakat ar gwir gelennadurez da gemer gwriziou en ho kalonou. »

Mont a reas d’e vro da beurachui e amzer. Eno e skrive, e yune hag e pede : « Bevan ’ran, emezan, en kreiz ar c’herreg hag al loened goue. Ne welan ket liou an tân ha bale ran bepred diarc’hen ; eur zaë a c’holo ma c’horf ha netra ken ; gourvez a ran war ar plouz hag evit pallen am eus eur zac’h ; glebian ran al leuren gant an daerou a skuilhan. »

Deut zo betek ennomp eur bern skridou uhel ha gwerziou kaer savet gantan.

E varo eürus a zigouezas er bla 389. E relegou a virer breman en iliz-veur Sant-Per, en Rom.

————


KENTEL


Ar vignoniachou torret


En em garet, o c’houzout en em garer, setu petra eo ar vignoniach. Diwan a dle war garante Doue, anez ze, gwell eo ne ziwanfe ket ; eur wech diwanet ne dle ket mervel, rak en em garet a zo en em garet bepred, pe n’eo ket ’n em garet eo.

Ar vignoniach, eur wech diwanet, ne dlefe ket mervel. Mes n’eo ket evelse e c’hoarvez ; mignoniachou zo, eleiz, hag a dorrer ha ne dlefer ket terri, ha re-all, hag a renker terri.