Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Mae
349
sant fransez a girolamo

Eur wech laket e loden d’ezan, Fransez a stagas da boanial a galon vat. N’en devoa, epad an tri bla kentan, netra d’ober nemet gervel an dud da dostât ouz an dôl zantel, da drede sul ar miz.

Kement a aked a lake d’ober ar pez a oa en e garg, ma veze gwelet betek ugent mil den, er mêmes sulvez, o taoulinan ouz tôl ar zakramant. Epad daou-ugent vla, ne reas nemet prezek, kovez ha lakat an dud da gommunian.

Helavar oa meurbed en e brezegennou ; diskouez a rê pegen fall eo ar pec’hed, pegen striz barnedigez Doue, gant komzou ken frêz, ma lake ar c’hlac’har da denerat kalonou ar bec’herien ar re galedetan ; goude-ze e tiskoueze trugare divent Jezuz-Krist, gant komzou ken c’houek, ma teue a benn da lakat kement hini a deue d’e zelaou da zaoulinan en lez-varn ar binijen.

Ne oa ket evit gouzanv an disteran mank a zoujanz en kenver sakramant an ôter. Eun devez, en em lakas da c’hourdrouz da vat eun itron vras, abalamour m’oa chomet azezet epad ar gorreou, en oferen.

Karet a rê ive ar Werc’hez Vari gant eur garante dener. Epad daou vla warn-ugent e prezegas eur wech ar zun en he enor, hag alia rê an dud yaouank a felle d’eze bale dinec’h war hent ar furnez, d’en em erbedi alïes ouz Mamm Doue.

Lenn a rê er c’halonou, ha kâs en devoa ouz an dud na deuent da govez nemet evit ober zeblant.

Eun devez, e teuas d’e gaout eun devodez hag a oa en gortoz bezan digemeret mat. Fransez, dal m’he gwelas, a lavaras d’ezi, treut e gomz :

— Et diwar ma zro. Nag e c’hallfen, ne garfen ket ho selaou er gador-govez !

— Petra ? eme ar plac’h, sebezet holl gant eun hevelep digemer, falloc’h evidon-me a ve war ho tro, alïesoc’h evit bemde.

— A c’hell bezan, eme ar zant, mes ne deuont ket hep klask o fec’hejou, hep kaout keun d’eze, ha heb eur mennoz start d’en em viret dioute en amzer da zont.

Ar gentel a zougas frouez.

Bezan e oa en amzer-ze, en Pariz, eur protestant, Fransez Carrier e hano, a oa dimezet d’eur gatolikez vat, Madalen Olivier, a roas d’ezan diou verc’h. C’hoant en devoa bet d’ober d’e vugale heuilh e relijion, mes keit ha ma vevas ar vamm, houman a viras outan. D’he maro, en esper dont a benn eus e dôl, e kuitaas Pariz gant e verc’hed evit mont da Jenev, kêr-benn ar brotestanted.