kustum, me ’ deu da vezan koz, hag an oad, marteze, eo a ra d’in krenan evel ma ran, mes enkrezet e ven meurbed, pa vez et diouz ar gêr. Pinvidik awalc’h omp, diouz an ezommou hon deus, ha ma rez diouzin, e chomi er gêr varc’hoaz, hag e lezi gant eun all ar vicher gasaüs-ze. Pell awalc’h out bet ouz hen ober.
— Ma mamm, eme Henoret, daoust d’ar c’hoant am eus d’ober plijadur d’ac’h, n’on ket evit chom er gêr varc’hoaz ! Foar Dheneze a zo ; loened am eus da gas, paeamanchou d’ober, gortozet e vezin. C’houi ’ lavar ec’h omp pinvidik awalc’h diouz hon ezommou. Ne lavaran ket nan, mes, hag ezommou ar beorien ? Ar re-ze a zo brasoc’h c’hoaz eget hon re, ha gwech ebet ne gaver re da rannan. Lezet eta ac’hanon da vont da Dheneze, ha p’eo gwir n’oc’h ket en ali gwelet ac’hanon o vont ken d’ar foariou, hounnez a vezo ma divezan. Mes perak ho peus kement-ze a aon evidon ?
— Aon am eus, ma mab, rak danjer ha skuizder an hent, rak pep tra ! Keit a zo ac’han da Dheneze, hag an droug a deu d’an daou-lamm !
— A drugare Doue, ma mamm, me ’ zo yaouank c’hoaz ha krenv, ha pell diouz ober droug d’am yec’hed, ar bale a ra vad d’in. Ne gredan ket am befe enebour ebed, hag em befe, ma divrec’h zo nerzus ha ne vezin ket ma unan ; an daou C’habidier a yelo adarre ganin.
— An daou-ze, ma mab kez, n’eus ket nemeur da gontan warneze.
— Eun tamm divergont int, gwir eo, mes en o micher n’eo ket eur gwall-si.
— Ma, n’ouzon ket perak on ken trist ha ma ’c’h on, hirie, mes na welan nemet liou ar maro endro d’in.
An de warlec’h, Henoret hag e zaou vevel, an daou vreur Gabidier, a oa en hent arôk goulou-de. Arôk ma kwitajont, ar vamm a c’hourc’hemennas d’an daou bôtr saout, en eur rei d’eze peb a bez arc’hant, teuler evez war he mab.
— Ya ! ya ! moereb, eme ar c’hosan aneze.
Hag e lavaras ar geriou-ze gant eun ton ken garo, ma lakajont ar vamm gez da vezan enkrezetoc’h evit biskoaz.
Eun nebeut deveziou goude-ze, en eur ziskenn en he liorz, e kavas ar wezen lore m’oa bet azezet dindanni gant he mab, melenet he deliou ha sec’het he brankou. Ar gwel-ze a skoas eun tôl en he c’halon : « Oh ! emezi, petra verk an dra-man, ma n’eo ket maro ma mab eo ? »