kar ar pez o deus savet, en eur lakat ar Vretoned da dec’hel diouz al labour, diouz ar vro ha diouz Doue.
Mes daoust d’an dud-ze ha d’an amzer, Breiz-Izel ne varvo ket : ni chomo ar pez m’omp bet laket gant Doue.
Micher hon zadou e vo hon micher ; yez hon zadou e vo hon yez ; Doue hon zadou e vo hon Doue.
Eus ar pez o deus anzavet, ne nac’hfomp netra ; eus ar pez o deus krouet, a-unan gant an eskibien vras hag ar venec’h gwenn, n’ez ay netra e traou ; kempenn, neveât ha kaerât ar pez o deus grêt eo a fell d’imp, dre Hon Zalver Jezuz-Krist.
Ober a rêr hirie ive gouel sant Servez.
Servez a oe ganet er Beljik, war a greder, war-dro ar bla 300.
Betek ma oe hanvet eskob, ne anevezer ket nemeur e vue. Adalek, avat, m’eman etre e zaouarn eskopti Tongr, e teu e hano da vezan brudet dre ar bed-holl.
Gwelet a rêr anezan o stourm eneb an Arianed, o tiskuilh o fals-kredennou en tri gonsil : hini Sardik (344), hini Kologn (346), ha hini Rumini (359).
War-dro ar blavez 380, e tiruilh war ar vro bagadou gouezidi, an Huned o hano, renet gant Attila, eur roue draster. Ar re-man a lak en tân hag en gwad ar broiou dre ma tremenont.
Servez a bed Doue da espern, da vihanan, e eskopti, hag a ya da Rom da bedi evit e zenved, e-tal beziou an Ebestel.
Mes sant Per a zisklerias d’ezan e vije flastret kêr Tongr gant an Huned : « C’houi, emezan, dizroet da Dongr ; laket urz en hoc’h aferou hag êt goude da Vaestrik da c’hortoz ar maro. »
Servez a zistroas da Dongr hag a zisklerias d’ar bobl glac’haret ar pez a oa gourc’hemennet d’ezan gant ar Mestr. Prest goude ma oe digouezet en Maestrik, e kouezas klanv hag a varvas, an 13 a viz mae 384.
War e ve e c’hoarvezas eun dra souezus : epad ar goanv, pa vije erc’h el lec’hiou-all, a droatajou, be sant Servez a vije espernet.