Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/359

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Mae
359
sant pakom

aluzen. Etreze eman ar peuc’h, an unvaniez hag ar garante o ren. Pa weler ar venec’h santel-ze, e c’heller lavaret : « Na kaer eo ho teltou, o Jakob ! Na kaer eo ho teltou, o Israël ! enne eman ar freskadurez hag an disheol ; henvel int ouz enezennou dudius en kreiz eur ster ; henvel int ouz tier en deus savet an Otrou Doue e-unan ! »

Ar pez a oa miret, dreist pep tra, en Taben, e oa ar zentidigez ouz ar reolen.

Eur manac’h a reas eun devez diou dorchen, elec’h unan en devoa urz d’ober, hag a lakas aneze en e brenestr da ziskouez. Pakom o gwelas hag a lavaras : « Setu aze labour c’hrêt ha poan gemeret evit an drouk-spered. »

Ar manac’h a renkas, eun dorchen en pep dorn goulenn pardon da vezan diskouezet, evel e beadra, ar pez a oa da Zoue. Kondaonet e oe, ouspen, da chom en e beniti, epad pemp miz, d’ober diou dorchen bemde, hep magadurez-all ebet nemet bara, holen ha dour, evit deski d’ezan senti.

Er bla 348, ar vosen a reas eur rins war menec’h Pakom. Ouspen kant aneze a varvas ; e-unan e kouezas klanv.

Pa oe war e dremenvan, e c’hoantaas, eur wech c’hoaz, gwelet e venec’h, hag o vezan o bodet endro d’e wele, e lavaras d’eze : « Ma bugale muian-karet, mont a ran etrezek ar bed-all ; gwelet a ran ma êl mat ouz ma gervel ; dalc’het don en ho spered ar gelennadurez am eus roët d’ac’h, tec’het diouz an heretiked. Petronius, ho preur, en deus ar pez a zo red da gaout evit bezan ho pastor ; kemeret anezan ; ne fell ket d’in ho lezel emzivad. »

Ober a reas sin ar groaz ha tremen a reas d’ar 14 a viz mae 348.

————


KENTEL


Ar zentidigez


War an douar-man hag en nenv, evel ma lavar d’imp an abostol sant Pol, n’eus nemet eur mestr hag eun ôtrou hag eo Doue, an hini en deus krouet pep tra hag a vir ar bed en e zav.

Pep glin, eme an Aviel, a dle plegan dirazan, en nenv, war an douar hag en ifern ; da welet en deus dre-oll, ha pep-hini a dle ober bepred herve e c’hourc’hemenn.

Etrezan hag etrezomp ez eus tud o terc’hel e blas ; ar re a zo en penn an Iliz o deus da welet war dreo ar relijion ; ar re a zo en penn ar Gouarnamant o deus da welet war dreo ar vro. Galloud an eil hag egile a deu eus krec’h ; gourc’hemenn a dleont, ha senti a dleer oute ; mont a rer enep Doue, pac’h eer en o eneb.

An Iliz hag ar Gouarnamant a zo diazezet war an tiegez ; kerkent ha ma teu ar men-diaze-ze da lôskàt, ar sosiete a-bez a deu da