Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
9 Genver
sant henoret


Ar c’helou-ze a oe brudet prim, ha hebdale, an amezeien a gemeras o c’hezeg buhanna hag a yeas da welet petra deue Henoret da vezan. Kaout a rejont korf ar marc’hadour paour, beuzet en e wad, demdost da Dheneze. Eun enklask a oe grêt a roas da anaout e oa bet lazet gant e zaou vevel êt droug enne, war zigare ne oa ket falvezet gantan digemer, etouez e loened, eun anouar o devoa laeret war an hent ; gret an evoa d’eze, zoken, dizrei anezi el lec’h m’o devoa he c’havet.

Korf ar paourkez marc’hadour loened a oe sebeliet en Theneze. Eleiz a bareansou burzudus a c’hoarvezas war e ve, hag an Iliz hen lakas etouez ar zent, er bla 1444.

E relegou a oe rannet, divezatoc’h, etre Theneze, ar barouz m’oa marvet enni, ha Buzanse, ar barouz ma oa enni o chom. Eun darn aneze a virer c’hoaz, zoken, en de a hirie.

————


KENTEL


Ar justis er marc’hajou


Darn a zo hag a gred, pe o deus c’hoant da gredi, e c’heller ober ar pez a gerer war ar marc’hallac’h, hep samman ar gonsians : prenan kalz re varc’hadmat pe gwerzan kalz re ger. Kement-se a zo eur fazi, hag eur gwall hini, zoken.

Eur varc’hadourez he deus tri briz : eur priz bras, eur priz krenn, hag eur priz bihan ; gwerzan pe brenan a c’hallet, o kemer pe o lakat unan eus ar priziou ze.

Mes c’houi hag a zo o werzan, ma werzet re en tu-all d’ar priz bras, a zo laer ; ha c’houi, hag a zo o prenan, ma ne laket ket, zoken, ar priz bihan, a zo laer ive.

Al laeron, avat, n’eus plas ebed evite er baradoz.

Petra dle eta ober ar varc’hadourien o deus laeret, o werzan marc’hadourez fall evit marc’hadourez vat, o werzan kalz re ger pe o prenan kalz re varc’hadmat ?

Red eo d’eze kovez piz o fec’hejou, goulenn pardon aneze ouz Doue, ha renti d’e berc’hen ar pez o deus laeret. Anez restol, n’eus pardon ebed. Non remittetur peccatum, nisi restituatur ablatum.

Hag ar marc’hadour en deus grêt gaou, a-gle hag a-zeou, ouz kement a dud, ma n’eo mui gouest na d’o anaout, na d’o c’haout, penôs e rei evit restol ?

Eur guden eo da ziluian, ha mat e ve d’an den-ze en em glevet, ar c’hentan gwellan, gant e govezour. A dra zur, n’hall ket miret madou ha n’int ket deut d’ezan dre an hent eün.