Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/360

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
360
14 Mae
sant pakom

vrallan ha da ginnig kouezan en he foull. Evit ma vezo sentidigez ouz ar re a zo en penn an Iliz hag ouz ar re a zo en penn ar Gouarnamant, eo red eta e vefe, da gentan, sentidigez ouz ar re a zo en penn an tiegez.

En hon amzer, siouaz, ar zentitidigez-ze n’eo nemet ar skeud eus ar pez m’oa gwechall ; ar vugale n’ouzont mui senti, abalamour ne oar mui ar gerent gourc’hemenn ; war digare lakat ar garante da greski, e tôler an doujanz d’an traou.

Kustumi rêr ar vugale d’ober o fenn pa vent bihan ; arabad gortoz e sentfont pa voint bras.

Tadou ha mammou, karet ho pugale, mes laket aneze ive d’ho toujan. Komzet oute dre de, mes grêt d’eze komz ouzoc’h dre c’houi.

Desket aneze da zenti, hag evit an dra-ze, laket aneze da zenti bepred d’ar gomz ; ma tizentont ouzoc’h eur wech, gourdrouzet ; ma tizentont ouzoc’h eun eil gwech, eun tôlig gwialen n’hell nemet ober vad ; ma tizentont ouzoc’h eun drede gwech, dour ha bara sec’h ’zo trawalc’h d’ar pred war-lerc’h. Dre ar genou eo reizan ar vugale.




Pempzekvet devez a viz Mae


Sant Yan-Vadezour a Zal
Beleg ha Tad Breudeur ar skoliou kristen (1651-1719)



Deski ar vugale eo bet a holl viskoaz mennoz an Iliz. Abaoue an amzer gosan, eun eskob o ’n em gaout e eskopti, kentan tra a rê oa sevel eun iliz hag eun ti-skol ; evelse e rê ive ar bersoned neve en o farouziou.

En pep manati e veze kavet bepred eun ti-skol, eno an neb a gare a zeske lenn ha skrivan. Rak-se, dre m’en em astenne ar fe, ar skoliou a greske ive, ha d’ar zeitekvet kantved e oa, kouls lavaret, eur skol en pep parouz.

Ne oa ket awalc’h sevel skoliou, red oa c’hoaz lakat mistri ha mestrezed en o fenn. Evit ar merc’hed e oa bet savet, êz awalc’h, Urziou plac’hed santel ; evit ar bôtred, avat, al labour n’ee ket kaer endro. Yan-Vadezour a Zal a oe galvet gant Doue da beur-ober al labour-ze.

Hen oa kentan bugel a roas Doue da Loeiz a Zal ha da Nikol Moël ; genel a reas en Reimz, d’an 30 a viz ebrel 1651. E dad a oa eus eur familh a renk uhel eus kêr, kalz danve d’ezan ; den a relijion oa ive ; gantan, Yannig a zeskas