Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/362

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
362
15 Mae
sant yan-vadezour a zal

Bue Yan-Vadezour a Zal n’eo bet nemet eur verzerenti ; e zaerou, e boaniou, e yuniou hag e bedennou a zaouras mat gwriziou e Urz neve. Epad e vue, en devoe an eurvat, daoust d’ar brezel grêt d’ezan, da welet e vugale goulennet en meur a lec’h. Goude e varo, e kreskjont muioc’h c’hoaz, ha da vare an dispac’h, Urz an ôtrou a Zal a oa mil breur ennan ha 36.000 bugel en o skoliou.

Er bla 1900, e oa 14.280 breur en Frans, 5.400 en diavêz-bro ; rei a rênt deskadurez da 280.000 pôtr en hon bro, hag en holl vroiou, da ouspen 400.000.

————


KENTEL


Skoliou kristen ha skoliou dizoue


Abaoue ar bla 1882, holl skoliou ar gouarnamant en Frans a zo dizoue dre lezen : setu gwasan ha skrijusan darvoud a c’helle skei hon bro. Eskibien Frans o deus komzet holl a-unan, frêsan m’hellent, hag ouspen eur wech, eus an danjer bras m’eo ar skoliou dizoue evit ar vro, hag eus an dever striz o deus ar gerent da gas o bugale d’ar skoliou kristen.

Ha ne oa ket re abred.

Eun ti ha n’eus kroaz ebet ennan, n’eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo berzet kaout kroaz Hon Zalver ennan a zo eun dra euzus.

Eun ti ha ne ve ket saë du ar beleg ebarz, n’eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo difennet da saë du ar beleg mont ebarz, a zo eun dra euzus.

Eun ti ha n’eus peden ebet ebarz n’eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo berzet ober eur beden ennan a zo eun dra euzus.

Skoliou ar gouarnamant a zo holl breman, siouaz, tier en doare-ze, tier digristenet, da lavaret eo, tier milliget, tier dizoue.

Daoust hag ar gristenien a c’hell kas o bugale d’ar skoliou dizoue ?

Unan a zaou. Pe ’z eus skol gristen er barouz, pe n’eus ket. Ma ’zeus skol gristen er barouz, e tleont kas d’ezi o bugale, nemet koll bras o defe ouz hen ober. Ma n’eus ket a skol gristen er barouz, ha ma ’z eus a dost, ar gerent a dle kas o bugale d’ar skol-ze. [1]

Ma n’eus skol gristen ebet a-dost, ar gerent a c’hello kas o bugale d’ar skol dizoue, gant ne vezo ket danjerus evit eneou ar vugale, ha gant ma vezo kemeret preder d’o skola ervat war ar relijion, er gêr pe en iliz.

Mes mar deo ar skol dizoue danjerus evit eneou ar vugale, abalamour d’al levriou fall a zo enni ha da gomzou dife he mistri, neuze, eme Bi IX, goude ma kollfent o feadra hag o bue zoken, ar gerent a renk chom hep kas o bugale d’eun hevelep skol.

  1. Kemennadurez roët gant ar pab Pi IX da eskibien an Amerik (24 vis du 1874).