r zant-man a deuas er bed er bla 1330, en kêr Nepomuk, er Bohem. E dad hag e vamm a oa dister herve ar bed, mes uhel dirak Doue. Biskoaz ne oe gwelet eur bugel gwelloc’h ; e vrasan plijadur, p’oa bihan, oa mont d’an oferen en iliz menec’h sant Beneat.
En Staab hag en Prag e reas e studi, hag evit kuruni e labour e oe roët d’ezan ar boned a zoktor. Ne glaske ket an enor-ze ; en em lakat en stad da gaout ar velegiach oa e c’hoant.
Roët e oe e c’houlenn d’ezan, ha dustu eskob Prag hen lakas da brezek. Hen ober a reas gant kement a ouiziegez ma tirede an holl d’e selaou, en o fenn ar skolaerien yaouank a rê o studi er gêr-ze.
E gomzou a zougas frouez, hag a-benn nebeut, e oe gwelet an dud fall o tilezel o bue direiz hag ar re vat o kerzet drantoc’h war an hent eün. Arc’heskob Prag a rê kalz a stad anezan hag e hanvas chaloni eus e iliz-veur.
Wenseslas, roue ar Bohem, o vezan klevet hano anezan, hen pedas da brezek an Azvent en e lez. Ar prins yaouank-ze a oa gwriet e ene gant ar siou fall, ha ne glaske tamm o zrec’hi. Ar bobl hen lezhanve an didalve pe ar mevier. Diês oa eta al labour goulennet gant Yan ; mont a reas, koulskoude, hag e gomzou a oe selaouet ; ar roue a ziskouezas, eur pennadig, c’hoant da derri e dechou, mes hepdale e kouezas en e blegiou koz.
Pried ar roue, ar brinsez Jann, a c’houlennas Yan da govezour ; renet gant eur c’helenner ken mat, e kerzas, a gammejou bras, war hent ar zantelez ; skeud ar pec’hed hepken a rê aon d’ezi, hag an disteran fazi a rê d’ezi daoulinan en harz treid ar beleg.
E keit ha ma kreske santelez ar rouanez, plegiou fall ar roue a greske ive, ha dont a reas, zoken, da gaout gwarizi ouz e bried, betek c’hoantat gouzout petra lavare er gador-govez. Eun devez eta e c’halvas Yan hag hen pedas da ziskuilh d’ezan kovezion Jann.
« An dra-ze, eme ar zant, a zo etre Doue ha me. Al lealded, ma c’honsians, lezennou Doue ha re an Iliz a gemenn d’in tevel war gement-se. »
Wenseslas n’eas ket pelloc’h en devez-ze. Nebeut goude, avat, war eun digare bennak, e lakas teuler ar zant er