Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/366

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
366
17 Mae
sant paskal baylon


Seitekvet devez a viz Mae


Sant Paskal Baylon
Manac’h eus a Urz sant Fransez (1540-1592)



Ginidik eus a Dorre Hermosa, en rouantelez Aragon, ar zant-man a deuas er bed d’ar Zul-Fask 1540, ar pez a lakas rei d’ezan an hano a Baskal. E dad hag e vamm a oa labourerien douar, o vevan diwar bouez o divrec’h, mes kristenien eus an dibab e oant.

Kustumi rejont o mab da bedi ha da vont d’an iliz ; c’hoant o devoa d’hen lakat er skol, mes o faourente a viras oute, ha Paskal a renkas mont da di eun amezeg da vesât al loened.

Ar vicher-ze a droas anezan muioc’h c’hoaz war ar beden, hag alies, en korn ar park, e veze kavet war e zaoulin. Kement-se, avat, ne vire ket outan d’ober mat e zever, hag e vestr n’en devoa mevel ebet gwelloc’h evitan, prest bepred da zenti ouz ar gomz, ha d’ober ar pez a c’houlenned outan.

Abalamour da ze, e vestr e gare kalz, hag evel n’en devoa ket a vugale, e kinnigas d’ezan e gemer da bennher. Paskal, gant aon na vije deut madou an douar da vreinan e galon, a oe gwell gantan goulenn digor en kouent menec’h sant Fransez.

An abad a ginnigas d’ezan e lakat war ar studi da vont da veleg ; hen a gredas e oa re enorus ar garg-ze evitan, hag a c’houlennas chom en renk ar breudeur. Abarz nemeur, ne oa hini par d’ezan da heuilh reolen an Urz ; hini ebet ken troet hag hen war ar beden ha war al labour. Al labouriou disteran, evel digeri an nor d’an dremenidi, serviji ar venec’h-all ouz tôl, eo ar re a oa ar muian diouz e zoare.

Kastizan rê e gorf evit ober d’ezan plegan d’e spered ; en em erbedi a rê bemde ouz ar Werc’hez Vari evel ouz e vamm ; mes e zevosion vras oa e zevosion da Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo.

En harz an ôter e oa e blijadur ; komz a rê kalon ouz kalon ouz Jezuz, ha gant Jezuz e-unan e teskas skiant ar zent. Daoust ma, ne oa ket bet er skol, e prezege war gwirioneziou ar relijion kenkouls hag ar venec’h gouiziekan eus e Urz.