Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/368

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
17 Mae
sant paskal baylon

Penôs an dra-ze ?

Me ne welan war an ôter nemet bara, deliennou bara gwenn-kann, bara grêt gant greun hag hon deus gwelet hadan en hon douarou, dornan en hon leuriou, malan en hon milinou. Ar bara-ze eo Doue, marteze ? Nan, ar bara-ze n’eo ket Doue eo ; ar baganed a rê o doue eus eun tamm koat, eus eun tamm men, eus eun tamm pri ; mes ni ne reomp ket hon Doue eus eun tamm bara. Nan, ar bara-ze n’eo ket Doue eo, mes en plas ar bara-ze eman Doue.

An danve bara a ya kuit hag en e blas e teu Jezuz-Krist, korf hag ene, Doue ha den.

An danve bara a ya kuit. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n’eo ket ar vent eo ; pe e vezo bras pe bihan ar bara, e vezo bara koulskoude. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n’eo ket ar vlaz eo ; pe e vezo dous pe drenk ar bara, e vezo bara memes tra. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n’eo ket al liou eo ; pe e vezo gwenn pe du, ar bara a vezo bara ’velkent. Nag ar vent, nag ar vlaz, nag al liou ne reont ar bara, an danve eo a ra anezan, da lavaret eo, ar pez n’hall, en doare ebet, kouezan dindan skianchou an den. Ar vent, ar vlaz, al liou a ra doareou ar bara, ne reont ket ar bara, en gwirione ; ne reont nemet kuzan an danve. Ha ni, kristenien, a lavar n’eus mui a vara dindan doareou ar bara war an ôter ; roët en deus plas da gorf ar C’hrist, dre ar c’homzou a lavar ar beleg da vare ar gorreou.




Triouec’hvet devez a viz Mae


SANT THEODOT
Merzer (***-304), patron an hostizien



An treo a roomp da anaout en bue ar zant-man a dremenas en Bro-C’hall ar zav-heol, prest goude ma oa bet embannet urziou an impalaer Dioklesian eneb ar gristenien.

Eur c’hristen, Viktor e hano, a oe stlejet dirak gouarner Ancyr, ha klask a rejod ober d’ezan nac’h e fe. Theodot, eur mignon d’ezan, a c’hallas en em zilan en e brizon hag a gennerzas anezan. Viktor a c’houzanvas gwaskadennou kentan ar verzerenti, mes arôk ar fin, e galon a deuas da vankout d’ezan ; goulenn a reas ober eun diskuiz. Kaset e oe d’ar prizon, hag eno ne zaleas ket da dremen. Diês eo gouzout p’eman kurunen ar verzerenti war e dâl pe n’eman ket.